Dodik Jegou
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Dodik Jegou, Marie-Charlotte Le Berre en ti-kêr, zo un arzourez vreizhat, livourez, kizellerez, priourez, ganet d'ar 14 a viz Mae 1934 e Kemper.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h eo da Vark ar Berr. Delc'her a rae he zad ur stal anvet A la ville d'Ys e-lec'h ma tremene ur bern arzourien. Studiet he deus Dodik e Skol an Arzoù-kaer e Kemper. Eno e reas anaoudegezh gant Georges Jégou, ur c'hizeller, "Gwen Jegou" e anv arzour, a zeuas da vezañ he fried. Goude o eured e 1955 en em stailhjont e Sant-Maloù hag e kroujont un stal-labour priouriezh eno.
Unan eus kengrouerien La Maison internationale des poètes et des écrivains de Saint-Malo e 1982 eo Dodik. Kendelc'her a ra abaoe da ren an ti. Meur a briz a vez roet bep bloaz da varzhed gant ar gevredigezh. Unan anezho, ar priz Imram, zo gouestlet da oberennoù e brezhoneg.
Marc'heg en Urzh ar Palmes académiques e voe e 1997, ha Kolier an Erminig a voe deroet dezhi er memes bloaz.