Pêr Padelleg
Pêr Padelleg zo ur stourmer breizhat hag ekologour ganet e miz Meurzh 1932 e Bubri ha marvet d'an 13 a viz Here 2018.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skolaj Saints-Anges e Pondi.
- Lise Joliverie e Naoned.
- ESTP (École Spéciale des Travaux Publics, du Bâtiment et de l'Industrie) e Pariz.
War-lerc'h e servij soudard en doa dibabet mont da vezañ gweladenner mezegel evit chom da vevañ e Breizh. Dimeziñ a reas e 1967 gant Nicole Tanguy.
Bet en doa Kolier an Erminig e miz Gwengolo 2005 gant Skol-Uhel ar Vro.
Un emsaver breizhat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibaoe e yaouankiz eo bet o stourm evit e vro. N'he ankoua ket pa zigouezh e Pariz, e lec'h ma tarempred Ker-Vreizh hag ar Mission bretonne. Dastum a ra kanaouennoù ha kontadennoù pobl (o kregiñ gant ar re a ouie e vamm) o vont dre Breizh gant e son-enroller. A-hed e vuhez ez eo bet o stourm e meur a gevredigezh sevenadurel vreizhek. Prezidant Kan ar bobl eo dibaoe 1998. Krouet en deus ivez ar gelaouenn Mil Bouton du pays Pourlet. Ezel eo ivez eus Dastum Bro Ereg.
Ur stourmer politikel eo ivez. Ezel eo bet eus ar MOB, a-raok kemer perzh e krouidigezh an UDB.
Ur stourmer ekologour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur stourmer ekologour ez eo ivez. Bet eo prezidant Dour ha stêrioù Breizh e 1985-1986. Krouet en deus ivez ar Comité Uranium Information Bubry (CUIB) evit stourm a-enep da raktresoù ar Cogéma da zigeriñ maengleuzioù uraniom e Breizh. Ezel eo bet ivez eus an SEPNB, an UMIVEM, h.a.