Hag e paro an heol
Hag e paro an heol zo un dastumadeg diskoù, kasetennoù, pladennoù ha levrigoù evit al liderezh katolik e brezhoneg.
Savet eo ar c'hantikoù nevez-mañ gant Job an Irien (komzoù), Mikael Skouarneg ha René Abjean (sonerezh). Embannet e voe da gentañ gant Bleun-Brug, ha goude-se gant Minihi Levenez.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hag e paro an heol 1
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hag e paro an heol. Kantikou a vremañ. Chants pour une liturgie bretonne, disk.
Embannet e 1974 gant Bleun-Brug ha Résonnance (22193)
Enrollet gant Gwalarn (Véronique Autret), hag Ar breizerien (ur strollad studierien ha kelennerien eus Plougerne)
Bezañ ennañ : Ganeoc’h c’hwi Jezuz ; Bemdez o vale dre ar bed ; Peur e teuio ? ; Sklêrijenn war ar vuhez ; Aotrou Doue Madelezuz ; Euz gweled an toull don ; Sell ouz an heol o sevel ; Piou ’zigoro ? ; Torret ’vo or sehet ; ’Vit klask or Zalver ; Du an noz ; Eun deiz e oa.
Kinnig gant Mari Kermareg :
« Kantikou nevez... hantez kant vloaz zo dija, ha pelloh zoken e veze graet ive « Kantikou nevez » deuz al leoriou kantikou, nevez embannet. E gwirionez, eur guchemad vrao a gantikou koz a rae ar peb brasa deuz al leoriou ze, leoriou leun a zalvoudegez ha n’eo ket dao diskleria amañ pinvidigez ar kantikou koz o deus douget a hed kantvedou, pedennou tud ar vro-mañ daved Doue.
War an disk-mañ avad, ne gavoh nemed kantikou, nevez e gwirionez. Med da be vad sevel en deiz a hirio kantikou a brezoneg ? Marteze dre ma fell, da dud a zo, komz da Zoue gand geriou ha langaj ar bed ar vremañ, en em ziskouez d’Ezañ vel m’emaint, tud laosk awechou ha « mud gand aon dirag ar bed »... Med, daoust da ze, daoust ma seblant beza kuzet roudou Jezuz en or bed ni, e fell da gristenien a vremañ kana da Zoue o fiziañs ennañ hag o hoant da vond gantañ « war hent ar peoh ».
Job an lrien neus santet sur ezommou e genvroidi er mareou-mañ, ha deut eo dezañ komzou hag a ouio dougen daved Doue o soñjou, o frederiadennou, o joa hag o hoantou. Med ar homzou n’eo ket toud, rag ar hantikou a dle dougen ive n’eo ket pedennou eun den nemetken, med reou eur pobl. Amañ neuze e tle ar muzik kemer e blas. Gwechall a rae kalz, ar veleien, gand toniou poblek vid lakaad an dud da gana en o ilizou. War ar bladenn avad, ne gavoh nemed toniou nevez, ha kalz anezo koulskoude a seblanto deoh beza poblek daoust dezo da veza nevez ijinet gand Mikel Skouarneg. Ha dija, ar homzou hag ar sonerez, labour Job an lrien ha Mikel Skouarneg o deus kavet eun hekleo, peogwir Reun Abjean neus bet hoant kenlabourad ganto ha kempenna ar hantikou, ha kavet zo bet tud ive vid kana ha kinnig deoh ar hantikou nevez-mañ.
Daoust hag e teuio deoh hwui ive hoant da gana ganto. »
Hag e paro an heol 2
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hag e paro an heol. Kantikou a vremañ. Chants pour une liturgie bretonne 2, disk.
Embannet e 1985 gant Bleun-Brug ha Keltia musique (BB 0385)
Enrollet en Abati Landevenneg e 1984, gant Laz-kanañ Penn ar Bed (Ensemble Choral du Bout du Monde e galleg) (renerezh René Abjean), gant skoazell menec’h eus an abati. Savet eo bet an disk e-boutin gant Abati Landevenneg, Laz-kanañ Penn ar Bed, Bleun-Brug ha Minihi Levenez.
Bezañ ennañ : Ma tigorez ; Meuleudi deoh ; C'hwi ’peus komzet ouzom ; Klask a ran ; Ra gano poblou ar bed ; Magnifikad ; Eienenn an dour beo ; Evid ar mor, ar meneziou ; Gwalhet ’peus ar vuhez ; Salm 101. Doue beo da viken ; Karget eo ar bed ; Gwennole, tad benniget.
Kinnig :
« Deg vloaz zo bremañ, oa deuet er mêz ar bladenn genta “Hag e paro en heol”. Deg vloaz, eur frapadig brao a amzer evid hada ha medi ivez. Daouzeg kantik nevez evid pedi ha kaña meuleudi. Daouzeg kantik nevez savet gand mignoned o labourad a gevred.
Ha ’n eur gaña anezo, assemblez, ar geriou hag an toñiou zo deuet d’en em glask ha d’en em gaoud tamm ha tamm. Gwriziennet don en eun istor hag en eur vro, musik ar c’hanaouennou-mañ, daoust dezi beza nevez a zeblant beza anavezet ganeom abaoe pell zo.
Levenez a vez santet er moueziou ar re o deus bet ar blijadur da gaña anezo e Landeveneg d’an devez kenta a viz mae 1984. Gand ma hellint beva koz ’neur veza kañet pelloh pella. »
- Hag e paro an heol… et brillera le soleil, 1 et 2. Cantiques pour une liturgie bretonne d’aujourd’hui (2001, adembannet gant Minihi Levenez), pladenn (23 kantik).
Hag e paro an heol 3
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hag e paro an heol 3. Chants pour une liturgie bretonne, kasetenn. Embannet e 1989 gant Minihi Levenez ha Laz-kanañ Penn ar Bed (renerezh Paul Marc) (ECBM 689)
Bezañ ennañ : Ra vo peoh don ; Benniget eo ; Selaou ’ta ; Ganet eo bet ; Pa gouezas ; Staget eo bet ; Pedenn ar Vamm ; Kanevedenn ; Jezuz ’zo beo ; Torret gand karantez ; Salm 116. Kanom e vadelez ; Salm 22. Va fastor ; Salm 8. O Aotrou ; Salm 112. Adaleg ar zao-heol ; Salm 150. Allelouia.
Ul levrig a zo ivez, gant tonioù : Hag e paro an heol. Chants pour une liturgie bretonne, Minihi Levenez, 1989, 24 p. (ISBN 978-2-908230-00-0)
Hag e paro an heol 4
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hag e paro an heol 4. Chants pour une liturgie bretonne, kasetenn. Embannet e 1995 gant Minihi Levenez (ML 395)
Komzoù : Job an Irien. Sonerezh : Mikael Skouarneg, Christian Desbordes ha René Abjean. Enrollet gant Laz-kanañ Kanevedenn (eus Brignogan), gant skoazell Laz-kanañ Penn ar Bed.
Bezañ ennañ : An êlez a gane ; A héd an deiz ; Aotrou Doue c’hwi eo on nerz ; Jezuz deuit d’or sikour ; N’on eus netra deom ; Greunenn ar garantez ; Mond davedoc’h ; Galloud ha gloar ; Bezit benniget ; Kuiteet e-neus ; Jezuz-Krist eo an Aotrou ; Euruz ; Oll boblou ar béd ; Kantik ar zeiz sant.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Klask a ran
- Dremm an Aotrou
- Kantikou brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ, Cantiques bretons de toujours et d'aujourd'hui
- Muzikou Kantikou Brezoneg