Laz-kanañ Penn ar Bed (ECBM)

Eus Wikipedia

Krouet oa bet Laz-kanañ Penn ar Bed (Ensemble Choral du Bout du Monde e galleg) e 1977 hag ennañ ez eus bremañ war-dro 150 kaner o tont eus daou-ugent kumun bennak e Penn-ar-Bed. Difenn ar yezh ha kas war-raok sevenadur Breizh eo pal kentañ ar strollad ha kement-se a vez graet dre an dibab kanaouennoù, anezho kanaouennoù ha sonerezh hengounel met ivez krouidigezhioù, holl e brezhoneg. Dindan renerezh René Abjean e oa bet krouet Laz-kanañ Penn ar Bed. Abaoe 1989 emañ Christian Desbordes o ren al laz-kanañ.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Marh dall (1979)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.

Missa Keltia (1982)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.

War varh d'ar Mor (1987)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oratorio. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.

Kan evid ar peoh (1989)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.

Ar Basion Vras (1991)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh gant Christian Desbordes. Komzoù gant Goulc'han Kervella diwar gomzoù eus ar Grennamzer. Pezh sonerezh evit ur pezh-c'hoari gant Strollad ar Vro Bagan.

Kemer perzh en deus graet al laz-kanañ en un tregont arvest bennak e-kerzh festivalioù Breizh met ivez e Kompostella e Galisia evit kanañ Ar Basion Vras, ur pezh sonerezh evit ur pezh-c'hoari gant ar Vro Bagan. Emañ an oberenn-se war ar bladenn-arc'hant doubl a voe moullet e 1992.

War henchou ar bed (1993)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzoù gant Job An Irien

E 1993 e voe krouet en abati Landeveneg an oratorio keltiek War henchoù ar Bed, ur varzhoneg hir savet gant Job an Irien ha sonaozet gant Christian Desbordes. Ganto o-daou e voe savet daou vloaz goude Oferenn Sant-Gwenole. Kanet e voe an oferenn-se evit ar wezh kentañ e Landevenneg d'ar c'hentañ a viz Mae 1995.

Barzaz Breiz (1994)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tonioù hengounel tennet eus ar Barzaz Breiz, adaozet gant Christian Desbordes evit al laz-kanañ. Dek anezho a gaver war ar bladenn-arc'hant moullet.

Nedeleg (1998)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek sonenn hengounel pe nevez-aozet ha daou don sonerezh krouet gant Christian Desbordes. C'hwek eo bet an degemer graet d'ar bladenn-mañ dreist hon harzoù p'eo bet skignet gant Green Linnet er Stadoù-Unanet, er C'hanada hag e meur a vro estren all. E miz Mae 1999 e voe roet ur priz d'ar bladenn-se e Atlanta (USA) "The Indie Award for the best seasonal music 1998". Gant an AFIM (Association For Independent Music) e voe roet ar priz-se.

Messe à Saint Guénolé (1995)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Overenn Sant-Gwenole zo an oferenn skrivet gant Job an Irien ha sonaozet gant Christian Desbordes. Kanet e voe evit ar wezh kentañ en abati Landevenneg d'ar c'hentañ a viz Mae 1995.

Gwerz Mari Chapalain[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalon ar bed (2000)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 26 viz Kerzu 1999 e voe krouet kanadenn Kalon ar Bed ha kanet e voe evit ar wezh kentañ en Iliz-Veur Kemper. Gant Job an Irien eo bet savet ar skrid-se ha gant Christian Desbordes ha René Abjean e voe savet ar sonerezh. Kontañ a ra istor ar Gristeniezh e Breizh.

Buhez (2000)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh festival Kann al Loar e Landerne d'an 11 a viz Gouhere 1999 e oa bet kinniget gant al laz-kanañ un arvest nevez Buhez, ur pemzek kanaouenn bennak aozet adal skridoù barzhoniezh skrivagnerien vodern.

Deiz al lid (2008)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reiñ lamm d'ar rakvarnioù, reiñ nerzh ha startijenn d'an dishañvalded, liammañ an dud etrezo, setu aze perzh pennañ ar muzik, a gav deomp. Er c'hanaouennoù a c'helloc'h klevet war ar bladenn-mañ ez eus bet mesket livioù ha pinvidigezhioù ar brezhoneg gant sonioù bev sevenadurioù all, hag int-i gwriziennet e ene ar pobloù ivez a-benn reiñ ton d'an eskemmoù, d'ar peoc'h, d'ar garantez, d'ar vignoniezh ha d'al lidoù etre an dud hag ar pobloù.

Liammoù Diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]