Mont d’an endalc’had

Job an Irien

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Job An Irien)

Job an Irien zo ur beleg leonat, ur c'hantikour hag ur skrivagner brezhonek.

Bugaleaj ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Job an Irien e Bodiliz d'ar 15 a viz Here 1937 en un endro breizhek. Darempredet en deus skouted Bleimor en e yaouankiz. Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1962, oadet a 25 bloaz.

Skrivañ a ra e-barzh Ya !, Le Progrès de Cornouaille ha Le Courrier du Léon. Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek 1982 en doa skrivet kalz e kazetenn ar Bleun-Brug, aet da get e 1985.

Klevet e vez er skingomz RCF Rivages, bet krouet e 1982, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra pirc'hirinadennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kanadennoù a-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (Ar Marh dall, [[War varh d'ar Mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotrou). Testennoù kristen e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez e ti-embann Minihi Levenez). Prezidant ar gevredigezh Minihi Levenez eo.

Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù Diwan Penn-ar-Bed hag e lise Diwan.

Ober a ra gant ar skritur anvet skolveurieg.

Eus 1962 betek 1982 e kemeras perzh a-dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e Kaierou ar Bleun Brug, kanaouennoù (Dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale, Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant M. Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh dall, War varh d’ar Mor gant R. Abjean ha Laz-kanañ Penn ar Bed).

Dre youl an eskob Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, ul lec'h-emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : Kantikoù evit ar vugale, Klask a ran ha Dremm an Aotrou, ar ganadeg Kan evid ar peoh, ha da c’houde War henchou ar bed gant Christian Desbordes hag adarre Laz-kanañ Penn ar Bed. Er bloaz 2000 e krouas Kalon ar Bed gant Ch. Desbordes ha R. Abjean en iliz-veur Kemper, ha war an dro e kendalc’h da skrivañ kantikoù.

Diouzh un tu all e roas lañs adalek 1990 d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic ha tud all. Lakaat a reas ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er-maez en un doare reoliek, hag ingal e skriv er sizhunieg Le Courrier du LéonLe Progrès de Cornouaille, ha nevesoc’h er gazetenn Ya!. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.

E 2007 e voe deroet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.