Klask a ran
Klask a ran. Katekiz ar vugale bloaz I zo ul levr katekiz embannet gant Minihi Levenez e 1990, evit ar bloavezh kentañ a gatekiz (katekiz ar vugale CE1) gant ar gerent.
Teir lodenn a zo : Leor ar bugel (divyezhek), Levr ar gerent (divyezhek), ul levrig muzikoù hag ar c’hasedig-klevout kantikoù nevez evit ar vugale, kanet gant Veronique Autret (Gwalarn) ha Charlez an Dreo.
Daou embann a zo, e skolveurieg, hag e peurunvan : « Evid ma hellfe beza implijet gand an oll heb poan, on-eus moullet ar hatekiz e Skol-Veureg hag e Peurunvan. Lavarit deom peseurt skritur ho-peus c’hoant da gaout (SV pe ZH). Evid ar memez abeg, on-eus troet peb tra e galleg » (Job an Irien, Minihi Levenez n°5, Here 1990).
Kantikou ar Vugale : Klask a ran
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komzoù : Job an Irien, Sonerezh : Mikael Skouarneg, René Abjean
- Karet on gand Doue
- Meuleudi deoc’h (’vid an oll Zent)
- Gand ar re all
- Nouel da Jezuz
- O na kaer eo !
- An neb al labour
- Tad an oll
- On Tad
- Allelouia
- Me garfe
- Ha dimeger a ri, Mari ?
- Me ho salud Mari leun a hras
- Ni ho salud Sterenn Vor
- Kana a rin