Brignogan
Brignogan | ||
---|---|---|
An aod kostez Pontusval. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Brignogan-Plage | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Lesneven | |
Kod kumun | 29021 | |
Kod post | 29890 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Clément Zion 2014-2016 | |
Etrekumuniezh | KK bro Lesneven hag aod ar Mojennoù | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 736 ann. (2014)[1] | |
Stankter | 535 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 25 m | |
Gorread | 3,6 km² | |
kemmañ ![]() |
Brignogan (distaget [briˈɲoːɡãn]) a oa ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brignaugan, XVIIt
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy ː "diouzh hen vrezhoneg bren, hag anv den Ogan".
- Hervé Abalain : " an dilenn *an e c'hellfe dont eus *cann "gwenn".
- Daniel Delattre (2004) : "ar ger Plages a zo bet staget ouzh Brignogan e 1936 evit lakaat da dalvezout al lec'h kouronkiñ, o vont war gresk adalek an XIXt kantved".
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brignogan, rann eus Plouneour-Traezh, e oa eus eskopti Leon. Staget eo bet ouzh hini Kemper-ha-Leon e-kerzh an Dispac'h gall.
Kumunn Brignogan a zo bet distaget diouzh hini Plouneour-Traezh e 1934. Ar barrez a zo bet distaget ar 7 mezheven 1935.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 40 gwaz eus Brignogan a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 18 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez Hurricane II kodet NV-? eus ar 44th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Brignogan; mervel a reas he levier, douaret eo e bered ar gumun[3].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kendeuzet e oa bet gant Plouneour-Traezh d'ar 1añ a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez : Plouneour-Traezh-Brignogan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 7 a viz Gouere 2011 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz santez Bernadette.
- Chapel Paol.
- Chapel ar Skluz.
- Peulvan Pontusval
- Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[4].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
9 (Morlu) (8 anezhe a zo chomet dianav) |
![]() |
1 (Aerlu) |
Hollad | 10 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed[5], an nijour d'an 8 a viz Kerzu 1941 pa gouezhas e garr-nij (Hurricane II marilhet Z51551 ha kodet NV-?) e Brignogan[6], ar vartoloded d'an 28 a viz Ebrel 1944, pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[7],[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr |
---|---|
![]() |
Eglosbrek-Poll an Wragh |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- René COUFFON et Alfred LE BARS : Répertoire des Églises et chapelles du Diocèse de Quimper et de Léon. 1959. Adembannadur Kuzul Jeneral Penn ar Bed. 1988.
- Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. 1990
- Embannadurioù FLOHIC : Le patrimoine des communes du Finistère; 1998
- Hervé ABALAIN : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
- Daniel DELATTRE : Le Finistère. Les 283 communes. Embannadurioù Delattre. 2004.