Mont d’an endalc’had

Gwioñvarc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wiomarc'h)

Gwioñvarc'h[1] (Vihomarch pe VVihomarch er skridoù kozh) a oa e penn ar Vretoned da goulz an emsavadeg a-enep ar Franked etre 822 ha bloavezh e varv, e 825. Krediñ a reer e c'halle bezañ savet da enebiñ ouzh krouidigezh ur gontelezh frank e Porc'hoed, etre 818 ha 820. Honnezh e oa an emsavadeg kentañ abaoe hini Morvan Lez-Breizh e 818, a-enep an impalaer frank Loeiz an Deol.

N'ouzer ket ha kemer a reas an anv a ri, pe roue. En hanternoz Breizh e renas bepred, da lavarout eo kornôg Domnonea. Soñjal a ra da lod e oa eus Bro-Leon rak Gwioñvarc'h e oa an anv a veze roet da mab henañ Konted Leon.

Anavezet eo dre skridoù daou istorour frank : Eginhard hag Astronomus.

E diskar-amzer ar bloaz 822 e kerzhas Lambert I Naoned gant konted all Marzoù Breizh a-enep Gwioñvarc'h, met ne deujont ket a-benn da dapout na da lazhañ o enebour. E 824 e teuas an impalaer e-unan da gemer penn an arme frank, a oa bet bodet e Roazhon e miz Gwengolo. Se zo kaoz e soñjer e oa diazezet galloud Gwioñvarc'h en hanternoz ar vro, pa oa bet hini Morvan er mervent.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Louis Élégoët, Istor Breizh, TES, 1999, p.55; «Guionvarh» e-barzh Istoér Breih pé hanes er Vretoned, embannet gant Dihunamb, 1910, p.87; «Gwignavarc'h» gant Erwan Berthou en e skrid "Nominoe, roue meur Breiz" (1903), hervez mod distagañ Treger.