Enrique Ballestrero
Enrique Ballestrero (lesanvet Pulpo pe Quique), bet ganet d'an 18 a viz Genver 1905 e Colonia del Sacramento (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Here 1969 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
- 1926 : Misiones Montevideo,
- 1926-1935 : Rampla Juniors Montevideo, aet da gampion e 1927,
- 1935-1937 : Peñarol Montevideo, aet da gampion e 1935, 1936 ha 1937.
Naontek gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1930 ha 1937, ha paket tri fal warn-ugent en holl.
D'ar 25 a viz Mae 1930 e oa Ballestrero diwaller-pal skipailh Uruguay a zeuas d'ober ur c'hrogad rampo (1-1) ouzh hini Arc'hantina : dre ma oa bet c'hoariet e Buenos Aires e oa aet ar maout gant Uruguayiz.
Dalc'het e oa bet an trizekvet doare en Estadio Nacional del Perú (Lima) e miz Genver 1935 : aet ar maout gant skipailh Uruguay (hag Enrique Ballestrero ennañ) goude bezañ trec'het skipailhoù Perou (1-0), Chile (2-1) hag Arc'hantina (3-0).
Kemer a reas perzh ivez er pevarzekvet dalc'h (27 a viz Kerzu 1936-30 a viz Genver 1937) aozet e Buenos Aires : renket e voe skipailh Uruguay da bevarvet an dro-se.
Kemeret en devoa perzh Enrique Ballestrero en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa ar pevar c'hrogad eus ar genstrivadeg ha perzh e oa eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.