Victoriano Santos Iriarte
Neuz
Victoriano Santos Iriarte (lesanvet Canario), bet ganet d'an 2 a viz Du 1902 e Canelones (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 10 a viz Du 1968 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (askeller kleiz e bost dezhañ war an dachenn).
C'hoariet en devoa e Racing Club de Montevideo (1930-1931) hag e Peñarol Montevideo (1932-1934).
Kemeret en devoa perzh Santos Iriarte en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa ar pevar c'hrogad eus ar genstrivadeg (o verkañ daou bal) hag ezel e oa eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.