Ernesto Mascheroni

Eus Wikipedia
Ernesto Mascheroni e 1930 (en e sav e kreiz).

Ernesto Mascheroni (lesanvet El Tío, An Eontr e brezhoneg), bet ganet d'an 21 a viz Du 1907 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouere 1984 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner kleiz e bost dezhañ war an dachenn).

Sed amañ da-heul ar c'hleuboù m'en devoa c'hoariet enne :

Daouzek gwech en devoa douget krez La Celeste[1] (1930-1934 ha 1935-1939) hep merkañ pal ebet. Daou grogad en devoa kemeret perzh enne e 1935 ivez, gant skipailh broadel Rouantelezh Italia d'ar mare ma oa c'hoarier en Ambrosiana.

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en devoa perzh Ernesto Mascheroni en un dalc'h hepken :

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.