José Nasazzi

Eus Wikipedia
José Nasazzi.

José Nasazzi Yarza, bet ganet d'ar 24 a viz Mae 1901 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Mezheven 1968 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat a orin italian (difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn). Aet e oa da zibaber skipailh broadel e vro, eus 1942 da 1945, war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Graet e veze El Gran Capitán, El Mariscal pe El Terrible anezhañ ivez.

Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :

Ur wech ha daou-ugent en devoa douget krez La Celeste[2] etre 1923 ha 1936 hep merkañ pal ebet.

Copa Newton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.

Copa América[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1923, 1924, 1926 ha 1935. Tapet e voe an trivet plas e 1929.

Dilennet e oa bet da wellañ melldroader ar genstrivadeg e 1923 ha 1935.

C'hoarioù Olimpek hañv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kabiten e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en devoa perzh José Nasazzi en un dalc'h hepken :

Adalek 1930 e oa bet krouet un trofe nevez-flamm, Palo Nasazzi (Bazh Nasazzi e brezhoneg) an anv anezhañ.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Parque José Nasazzi a voe graet, e 1933, eus ar sportva ma c'hoarie ar c'hleub.
  2. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.