Estadio Belvedere
An Estadio Belvedere zo ur sportva bet savet e Belvedere, unan eus karterioù Montevideo, en Uruguay.
Bet digoret d'ar 4 a viz Gouere 1909, piaouet e voe ar sportva gant Montevideo Wanderers da gentañ-penn. Da c'houde e voe Ministrerezh ar Yec'hed Foran perc'henn warnañ kent bezañ piaouet da vat gant Liverpool Fútbol Club adalek 1938. Degemer a c'hell betek eizh mil pemp kant arvester.
Liammet eo istor an Estadio Belvedere ouzh hini skipailh broadel Uruguay. D'ar 15 a viz Eost 1910 e voe dalc'het ennañ ur c'hrogad Copa Lipton ouzh skipailh broadel Arc'hantina. Ar wech kentañ e voe d'ar velldroaderien uruguayat dougen ar c'hrez glas-oabl al liv anezhañ a zo deuet da vezañ ken brudet e metoù ar vell-droad etrebroadel. A-hervez e teuje al lesanv La Celeste, bet tapet gant skipailh Uruguay, eus an darvoud-se (ur blakenn-goun a zo bet peget er sportva d'e lidañ).