Dugelezh-veur Oldenburg
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Dugelezh-veur Oldenburg (en alamaneg : Großherzogtum Oldenburg)zo ur stad alaman hag a badas eus 1829 betek 1918.
Teir lodenn a oa anezhi, evel a weler war ar gartenn:
- Oldenburg, e hanternoz Alamagn
- Eutin, e hanternoz Alamagn, stok ouzh kêr zieub Lübeck,
- Birkenfeld e mervent Alamagn.
Ezel e oa da Gengevread Alamagn (1829-1866), goude-se da Kengevread Norzh Alamagn (1867-1871) ha goude d'an Impalaeriezh alaman (1871-1918).