Kengevread alaman
| Deiziad krouiñ | 10 Mez 1815 |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | Deutscher Bund |
| Yezh ofisiel | alamaneg |
| Kevandir | Europa |
| Kêr-benn | Free City of Frankfurt |
| Daveennoù douaroniel | 50°6′29″N 8°40′30″E |
| Renad politikel | Kengevread, dual monarchy |
| Moneiz | Reichsthaler, Conventionsthaler, Vereinsthaler |
| Perc'henn war | Reichsflotte, Fortresses of the German Confederation |
| Sez sokial | Frankfurt am Main |
| Raklec'hiet gant | Rouantelezh Prusia |
| Erlec'hiañ a ra | German Empire of 1848/1849, Kengevread ar Roen |
| Yezh implijet | alamaneg |
| Deiziad divodañ | 24 Eos 1866 |


Ar C'hengevread alaman (Deutscher Bund en alamaneg) a oa ur c'hevread laosk a stadoù hag a gêrioù alaman, savet e 1815, e Kendalc'h Vienna, e-lec'h an Impalaeriezh Santel Roman.
Hervez an akta diazezañ e oa pal ar c'hengevread nevez-se "difenn surentez diavaez ha diabarzh Alamagn ha dizalc'hted hag anterinded ar stadoù alaman" (mellad 2).
35 stad ha 4 c'hêr zieub a oa en aozadur nevez. Stadoù bras, etre ha bihan a oa : Arc'hdugelezh Aostria, Rouantelezh Prusia, Rouantelezh Bavaria, Rouantelezh Saks, Rouantelezh Hannover,Rouantelezh Württemberg, Dugelezh-veur Baden ha stadoù bihanoc'h evel Holstein, dugelezh-veur Luksembourg, Mecklenburg-Schwerin, Sachsen-Weimar-Eisenach, Mecklenburg-Strelitz, Liechtenstein, Lippe-Detmold... E 1820 e voe ouzhpennet Hesse-Homburg, Lübeck, Frankfurt, Bremen ha Hamburg.
Padout a reas ar C'hengevread alaman betek ar Brezel etre Prusia hag Aostria, e 1866. Er bloavezh war-lerc'h, e 1867, e voe diazezet Kengevread Hanternoz Alamagn, renet gant Prusia. Kement-se e voe ar bazenn gentañ war-zu an Impalaeriezh alaman hag a voe savet e 1871.