Karl Liebknecht

Eus Wikipedia
Karl Liebknecht

Karl Liebknecht (13 a viz Eost 1871, Leipzig; 15 a viz Genver 1919, Berlin) a oa ur c'homunour dispac'hour alaman, ezel eus SPD, evel e dad, anvet Wilhelm Liebknecht.

Buan e stourmas evit ma c'helfe ar re yaouank en em aozañ war dachenn ar politikerezh, ha dreist-holl a-enep d'ar soudardegezh. Abalamour d'e levr anvet Soudardegezh hag enep-soudardegezh e voe aozet ur prosez a-enep dezhañ, ha bac'het e voe. E-keit ma oa bac'het e voe dilennet kannad er Reichstag.


E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ma krogfe ar Brezel Bed Kentañ e kemeras perzh en un tolpadeg a-enep d'ar brezel, aozet gant strolladoù sokial-demokrat beljian, gall hag alaman e Condé-sur-l'Escaut.

E miz Eost 1914 ec'h embannas e oa a-enep ar vot evit an dispignoù brezel, met asantiñ a reas memestra hag e heuliañ ali e strollad. E miz Kerzu 1914 e voe kentañ kannad ar Reichstag o votiñ a-enep an dispignoù-se, daoust da urzh e strollad politikel. Er bloaz goude e teuas a-benn da gendrec'hiñ ur c'hannad all, Otto Rühle e anv, ha diwezhatoc'h un ugent kannad sokialour bennak.

E penn-kentañ 1915 e savas, asambles gant Rosa Luxemburg, ar strollad spartakour. A-hed ar Brezel Bed Kentañ e stourmas hag e tisplegas ne ranke ket an dud mont da stourm a-enep da broleterien ar broioù, met kentoc'h a-enep da vourc'hizien o bro dezho. Rediet e voe da ober e goñje, met nac'hañ a reas implijout un arm. Da-geñver an emvod bet aozet gant ar strollad spartakour d'ar 1añ a viz Mae 1916 e tistagas ur brezegenn a-enep d'ar brezel, harzet e voe, tamallet e voe outañ bezañ un treitour, ha bac'het e voe. Dieubet e voe pa grogas dispac'h alaman miz Du 1918. Asambles gant Rosa Luxemburg e savas Strollad Komunour Alamagn (alamaneg : KPD). Embannet e voe Republik Weimar, met fellout a rae da Liebknecht ha da Luxemburg kaout ur republik sokialour.

E-kerzh an taol-dispac'h spartakour a-enp da c'houarnamanr sokial-demokrat Friedrich Ebert e voe prest da zegemer un emsavadeg armet. War ar poent-se e voe disemglev etrezañ ha Rosa Luxemburg. An daou anezho a voe harzet ha lazhet gant ar Strolladoù Frank d'ar 15 a viz Genver 1919, diwar urzh Gustav Noske, unan eus pennoù SPD. Hemañ en doa resevet an holl c'halloudoù digant prezidant ar Reich, Friedrich Ebert e anv.



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.