Klas
Unan eus sterioù stankañ ar ger klas a denn d'an deskadurezh. Talvezout a ra amañ evit ar strolladoù diskibled a vez renket dre o oad pe o liveoù anaoudegezhioù. Renket e vez amañ tud yaouank e klasoù evel ma vez an holl dud e klasoù sokial hag meur dra e klasoù ispisial (sell ouzh pajenn an heñvelstummoù).
Orin ar ger er ster hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Roma e veze renket e classis-où ar geodederien hervez an tailhoù a veze paeet ganto. Alese ar sterioù sokial e galleg hag e brezhoneg.
Orin ar ger en deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er skolajoù gall ar [[XVIvet kantved]] eo bet implijet klas evit ar rannoù a veze graet e-touezh ar skolajidi. Er mare-se e veze graet hervez al liveoù anaoudegezhioù pa ne c'helle ket an holl diskibled kregiñ abred gant studi al latin, hemañ diazez an deskadurezh.
Klas en deus meur a ster dindan levezon ar galleg classe (eus ar ger latin : classis) :
- Rummatadur a bep seurt
- Klas (deskadurezh) evit rannoù ma vez bodet an diskibled e ensavadurioù an deskadurezh (skolioù, skolajoù, liseoù, skolioù-meur)
- Klas (dezougen) evit kombodoù, bagonioù pe rannoù evit rummoù ar veajourien disrannet diwar briz an dezougen hag ar gletadurezh staget outañ dre drenioù ha dre nijerezioù. Daou pe dri glas a zo d’an aliesañ
- Klas (kargad) evit rummoù ar gargidi (skouer : soudard kentañ klas)
- Klas (rummata) evit pep a draezenn pe pep a veizad e vez kustum o renkañ dre glasoù
- Klas sokial evit ar rummoù-tud ma vezont krouet dre renkañ anezho hervez o statud sokial hag o finvidigezhioù
- Gwazerezh milourel
- Klas (diwar ar galleg) : hollad ar soudarded genoad oc’h ober o servij soudard
- Ober e glasoù (milourel) : klasoù a dalvez evit ar prantad deskiñ ma ya d’ober ar soudarded enrollet a-nevez.
- Levraouegouriezh ha teulierezh : klasoù ar renkadurioù
- Skiantoù
- Skiantoù ar vuhez
- Live etre e-barzh rummatadur ar bevien. Klasoù ar bevien a ya e-barzh ar skourrad hag e endalc’h meur a urzhad.
- Skiantoù rik
- Skiantoù ar vuhez
- Klasoù (furm liester) evit an holl gelennoù a vez studiet e-keñver bed tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel en Henamzer, Henroma hag Henc'hres da gentañ holl