Cantigas de Santa Maria
Neuz


Dornskrid Cantigas de Santa Maria a zo anezhañ unan eus an dastumadoù pouezusañ eus kanoù ar Grennamzer, a oa bet savet pa oa ar roue Alfonso X El Sabio ( ar Fur) o ren e Kastilha (1221-1284). 427 kan zo ennañ.
Savet eo ar c'hanoù e galiseg, unan eus yezhoù lennegel Spagn da neuze. E pep hini anezho ez eus meneg eus ar Werc'hez Vari. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus sonerien o son a bep seurt binvioù-seniñ. Da skouer, er C'hódice de los músicos, miret e Levraoueg Roueel ar Manati El Escorial.
- Binvioù-seniñ skeudennaouet e sklêrijennoù an dornskrid Códice de los músicos
Kanaouennoù anvet kantikoù (cantigas) d'ar mare-se a veze kanoù evit an didu, ar c'hontadennoù, ar c'horoll.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En hon amzervezh ez eus bet klevet meur a laz-seniñ krennamzerel o kanañ ar c'hanoù-se, evel Tempradura, La Nef, Alla Francesca, l'Ensemble Unicorn pe Hespèrion XX.
- Un tañva a c'haller kaout gant Miracle! Obsidienne, renet gant Emmanuel Bonnardot, enrollet e 2006, hag embannet gant Calliope ([www.calliope.tm.fr])
