Festival plin
Ar Festival plin zo ur fest a vez aozet d'ar 15 a viz Eost en Danoued e Boulvriag, e Treger, er c'hreisteiz da Wengamp, ma vez sonet ha dañset plin.
Abaoe bloavezhioù e vez Jef Fulup o kinnig an abadenn d'abardaez, e brezhoneg hag e galleg.
Abadennoù 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ne vez brudet ar fest nemet e galleg, e kazetennoù ar vro (L'Echo de l'Armor pe Le Trégor da skouer) pe el lec'hienn ofisiel. Kenstrivadegoù a bep seurt a oa e 2010:
- kenstrivadeg tresañ
- kenstrivadeg luc'hskeudenniñ
- kenstrivadeg barzhonegañ, e brezhoneg hag e galleg
- kenstrivadeg kanañ (kan a boz), e brezhoneg hag e galleg
- kenstrivadeg kanañ (kanañ da zañsal), e brezhoneg hag e galleg
Sizhunvezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar merc'her 11 a viz Eost da noz e oa un abadenn kantikoù brezhonek e chapel an Danoued.
- D'ar sadorn 14 a viz Eost goude merenn:
- peilhadeg legumaj
- c'hoariadeg vouloù
- Grand Bal Breton
- D'ar sul 15 a viz Eost: fest plin
- diouzh ar beure
- oferenn
- kenstrivadeg sonerien (tonioù bale) ha kanerien
- merenn
- diouzh an enderv
- c'hoariadeg vouloù
- kenstrivadeg plin
- diouzh an noz
- koan vras
- fest-noz
- diouzh ar beure
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammou diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn e galleg hepken: https://web.archive.org/web/20081113135056/http://danouet.free.fr/programme.htm