Eben (sonerezh)
Eben | |
![]() | |
Eben e Yaouank 2019
| |
Bro orin | ![]() |
---|---|
Doare(où) | kan ha diskan, rock, elektro |
Bloavezhioù oberiant | Adalek 2018 |
Label(ioù) | Coop Breizh |
Izili | Marine Lavigne Sterenn Le Guillou Sterenn Diridollou |
Izili bet er strollad | Enora Jegou |
kemmañ ![]() |
Eben[1]([e'be:n]) zo ur strollad sonerien ha kanerezed brezhonek bet krouet e 2019, da-heul un abadenn kinniget e Gouel etrekeltiek an Oriant e 2018.[2] Ennañ ez eus teir c'hanerez hag a azasa kanaouennoù hengounel pe a skriv kanaouennoù er stil-se, a-gevret gant tri soner. Ur strollad kan-ha-diskan eo eta.
Goude o sonadeg kentañ dindan stumm New Leurenn ("Leurenn nevez") o doa kinniget o albom kentañ er gouel Yaouank e 2019. Diwar atiz Gouel Etrekeltiek an Oriant o doa sonet asambles gant ar strollad skosat Sian, ur strollad heñvel gant teir c'hanerez gouezelek a-gevret gant sonerien.[2]
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marine Lavigne : kan, skrivañ
- Sterenn Le Guillou : kan
- Enora Jegou : kan
- Jonathan Dour : violoñs alto ha gaolviolin
- Julien Stevenin : gourrebed
- Antoine Lahay : gitar daouzek kordenn ha gitar tredan[1]
Albom[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2019 e oa bet embannet un albom, ennañ dek ton da zañsal[3] :
- Paskoù hir ar c'hemener - Polka plinn
- An disput - Ton simpl gavotenn
- Ar yarig - Tamm kreiz
- Gwerz ar Maen - Ton doubl gavotenn
- Son an ibil gwer - Rond Landeda
- N'eo ket n'ho ti tavarnourez - Kas a barh
- Keben - Ton kentañ plinn
- War sujed an dimeziñ - Bal plinn
- Degemer mat er Republik - Ton diwezhañ plinn
- Ar Vretonez vihan - Kost ar c'hoad
En o zouez e kaver tonioù skrivet a-ratozh, evel "Keben", un doare da adkontañ istor ar sorserez enebet ouzh Sant Ronan diouzh he sell dezhi, gant un tu benelour kentoc'h. "Degemer mat er Republik" zo ur grouadenn all diwar-benn talvoudoù Republik Frañs ha penaos e vezont lakaet da dalvezout evit gwir, dreist-holl e-keñver ar repuidi.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 Pajenn degemer Eben, Eben. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Pajenn Eben, Gouel Etregeltiek an Oriant. Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020
- ↑ (fr) CD Eben, Coop Breizh. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020