Mont d’an endalc’had

Gwregelouriezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Benelouriezh)
Gwregelouriezh
reformism, artistic theme, matter, luskad sokial, luskad politikel, ideologiezh, methodics, critical sociology
Iskevrennad eusideologiezh politikel Kemmañ
Studiet gantwomen's studies, gender studies, feminist theory, history of feminism, women's history Kemmañ
Hashtagfeminism Kemmañ
Istorhistory of feminism Kemmañ
Pleustret gantbenelour, women's rights activist Kemmañ
BukennGwirioù ar merc'hed, gender equality, gender equity, gender parity Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/feminism Kemmañ
Enebet ouzhantifeminism, masculism, sexism, patriarchy Kemmañ
Logo al Luskad Gwregelour
Merc'hed eus FEMEN

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ar venelouriezh pe ar wregelouriezh[1],[2] zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed pe ar maouezed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet he deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial, politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.

Meizad ar venelouriezh ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an XIXvet kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e Kantved ar Sklêrijenn. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an ensavadurioù, evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù : gwir da gaout deskadurezh, da labourat, da verañ o madoù ha gwir da vouezhiañ a oa goulennoù pennañ ar maouezed en amzer-se.

Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa voe savet Luskad dieubidigezh ar maouezed (MLF / Mouvement de libération des femmes), hag ar Women's Lib, en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se eo e voe adtemernet meizad ar batriarkelezh, e voe savet hini ar seksouriezh hag e voe lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn mestroni o c'horf gant ar maouezed (diforc'h bugale, an hilastaliñ) a oa lakaet er renk kentañ met gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. "Trede luskad gwregelour" a reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990 gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar Black Feminism.

  • Un Den diwar zaou zo ur vaouez
  • Mab an Den n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez
  • Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg