Simone de Beauvoir
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Simone de Beauvoir |
Anv ganedigezh | Simone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir |
Anv-bihan | Simone |
Anv-familh | Bertrand de Beauvoir |
Lesanv | Le Castor |
Anv | Симона-Люси-Эрнестина-Мари Бертран де Бовуар |
Deiziad ganedigezh | 9 Gen 1908 |
Lec'h ganedigezh | 6th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 14 Ebr 1986 |
Lec'h ar marv | rue Victor-Schœlcher |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
Breur pe c'hoar | Hélène de Beauvoir |
Pried | talvoud ebet |
Kompagnun(ez) | Jean-Paul Sartre, Claude Lanzmann, Nelson Algren |
Familh | Bertrand de Beauvoir |
Den heverk | Jean-Paul Sartre |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Bet war ar studi e | skol-veur Pariz, Lycée Fénelon, Paris |
Diplom skol-veur | agrégation |
Lec'h annez | Pariz, Marselha, Rouan |
Relijion | dizoueegezh |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Luskad | dizoueegezh, Gwregelouriezh, existentialism |
Ezel eus | comité de lecture des éditions Gallimard |
Levezonet gant | Jean-Paul Sartre, Alfred Adler |
Prizioù resevet | Priz Goncourt, Jerusalem Prize, Austrian State Prize for European Literature, honorary doctorate of Concordia University |
Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Simone de Beauvoir (Pariz, 9 a viz Genver 1908 – Pariz, 14 a viz Ebrel 1986) a oa ur brederourez hag ur skrivagnerez c'hall. Skrivañ a reas romantoù, levrioù a brederouriezh hag a bolitikerezh, buhezskridoù hag emvuhezskridoù. Brudet eo dreist-holl evit e romantoù dreistfizikel evel Les Mandarins hag evit he levr Le Deuxième Sexe skrivet e 1949, ma tielfennas gwaskerezh ar maouezed.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Simone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir[1] a zo bet ganet e Pariz e 1908, merc'h da Jean Bertrand de Beauvoir, breutaer, ha dremmour e-maez micher, ha da Françoise Brasseur, o tont eus ur familh bourc'hizien e Verdun.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo en ur ranndi pitaod lec'hiet 130 Boulevard Montparnasse[1]. D'he femp bloaz e voe kaset d'ar skol anvet Cours Desir, ma chomas betek tapout he bachelouriezh[2], ur skol ma veze kaset merc'hed ar vourc'hizien. Eno ivez e voe skoliataet he c'hoar eil-henañ Hélène, daou vloaz war he lerc'h. D'ar mare-se dija e voe merzet barregezhioù spered Simone, a dape bep bloaz ar c'hentañ plas a-gevret gant Élisabeth Lacoin (lesanvet Zaza, merc'h d'an ijinour Maurice Lacoin), a zeuas da vezañ he mignonez vras.
Goude ar Brezel-bed kentañ e kouezhas en e boull an ti-bank La banque de la Meuse, bet renet gant George Brasseur,tad-kozh Simone a-berzh he mamm.[3] Ur blegenn fall e voe evit he familh, en em gavas dizenoret, ha treutoc'h e teuas pinvidigezh an tiegezh. Abalamour d'an diaezamantoù arc'hant e rankas he zud dilojañ da vont da chom en ur ranndi bihan teñval, kludet e pempvet estaj ur c'hendi hep saverez, lec'hiet Rue de Rennes (straed Roazhon).[4]. Gouzañvet he doa Simone o welout an darempredoù o trenkaat etre he mamm hag he zad.
Ne oa ket puilh ar merc'hed yaouank war ar studi hir d'ar mare-se. Pitilh e oa he zad gant arz ar c'hoariva, e soñje dezhañ e oa skrivagner ar bravañ micher er bed. Atav eo bet broudet Simone hag Hélène gantañ da vont war an hent-se, an tu nemetañ dezhe da achap kuit diouzh o saviad, a oa hini ar maouezed er gevredigezh, hervezañ.[5]
Diouzh un tu en doa Jean Bertrand de Beauvoir keuz o soñjal ne oa ket he verc'h ur gwaz, peogwir e vefe bet tu dezhi da vont d'an École polytechnique, ha diouzh an tu all e kave dezhañ ne oa ket hi "plac'hheñvel" a-walc'h. Gantañ veze lavaret dezhi he doa "empenn ur gwaz".
Dishualerezh a-nebeudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desavet gant he mamm a oa deol-tre, deuet e oa Simone da vezañ ur feizadez entanet hi ivez e-pad un nebeud bloavezioù, kent monet da goll he feiz tamm-ha-tamm[5], pellik a-raok kuitaat he skol Cours Desir. Kregiñ eure neuze d'en em zishualañ diouzh e familh a-fet spered, hep bezañ prest er penn-kentañ da sammañ he soñjoù na d'o embann.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Invitée (1943)
- Le Sang des autres (1945)
- Tous les hommes sont mortels (1946)
- Les Mandarins (1954), priz Goncourt
- Les Belles Images (1966)
- La Femme rompue (1968)
- Quand prime le spirituel (1979)
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pyrrhus et Cinéas (1944)
- L'Existentialisme et la Sagesse des nations (1945)
- Pour une morale de l'ambiguïté (1947)
- Le Deuxième Sexe (1949)
- Privilèges (1955)
- La Longue Marche (1957)
- La Vieillesse (1970)
- Faut-il brûler Sade? (1972)
Eñvorennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Amérique au jour le jour (1948)
- Mémoires d'une jeune fille rangée (1958)
- La Force de l'âge (1960)
- La Force des choses (1963)
- Une mort très douce (1964)
- Tout compte fait (1972)
- La Cérémonie des adieux (1981)
- Journal de guerre (1990)
- Lettres à Sartre, Tome I et II (1990)
- Lettres à Nelson Algreen (1997)
- Correspondance croisée. 1937-1940 (2004)
- Cahiers de jeunesse (2008)
C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Bouches inutiles (1945)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Skrid ganedigezh, skrivet eo an anv Simonne ennañ, Archives de Paris (p. 15/31).
- ↑ (fr) Balade dans le Paris de Simone de Beauvoir.
- ↑ (fr) Paul Naegel, Tezenn doktorelezh (Naoned, 2006) : Le département de la Meuse (France) : industrialisation entre 1790 et 1914, pp. 153-154.
- ↑ (fr) Danièle Sallenave, Castor de guerre, Gallimard, 2009, p. 5 (ISBN 978-2-07-038988-9).
- ↑ 5,0 ha5,1 Simone de Beauvoir, Mémoires d'une jeune fille rangée, Folio, 2008 (ISBN 978-2-07-035552-5)