Mont d’an endalc’had

Gwirioù ar merc'hed

Eus Wikipedia
Annie Kenney ha Christabel Pankhurst, izili Suffragette e Rouantelezh-Unanet

Gwirioù ar merc'hed eo ar gwirioù a zo d'ar merc'hed evel merc'hed, ne vern o oad, pe o bro, e kevredigezh pe gevredigezh. Ul lod eus gwirioù an dud, pe gwirioù Mab-Den int.

Gwirioù ar merc'hed a denn d'ar gwirioù goulennet gant ar merc'hed abaoe an XIXvet kantved, da skouer, ar gwir da votiñ gant stourm ar Suffragettes. Disheñvel int diouzh gwirioù mab-den pa vez al lezenn hollek talvouduz evit ar baotred ha difazius evit ar merc'hed[1].

E broioù zo eo skrivet ar gwirioù-se el lezennoù pe er Vonreizh, e broioù all n'int ket anavezet. E-touesk ar gwirioù anavezet pe get e veneger peurliesañ ar gwir da votiñ, da labourat, da gaout goproù reizh, da vezañ perc'hennez, da gaout deskadurezh, da gaout gwirioù war ar vugale.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Hosken, Fran P., Towards a Definition of Women's Rights in Human Rights Quarterly, Vol. 3, No. 2. (May 1981), pp. 1–10