Mont d’an endalc’had

Mab-den

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mab an Den)

Mab an Den, pe Mab-Den, eo an anv a vez graet e brezhoneg eus an Denelezh, pe an dud, dre vras.

Dont a ra moarvat eus an droienn Mab an Den meneget meur a wech en Aviel, implijet gant Jezuz da gomz diwar e benn e-unan. Enebet eo ouzh an droienn Mab-Doue, a vez graet anezhañ ivez.

Brudet eo ar gerioù Mab-Den gant ar varzhoneg Buhez Mab-Den.

Komz a reer ivez eus Gwirioù Mab-Den. Lod avat a gav gwell komz eus Gwirioù an Dud, hervez implij naturel al liester e brezhoneg, rak a-hend-all e komzer eus Gwirioù ar Merc'hed, Gwirioù ar Vugale.

  • Nep piv bennak en devo komzet enep Mab an Den, Aviel Mazhev 32
  • Hag e welfet Mab an Den azezet a-zehoù d'an Hollc'halloudeg, Aviel Mark 62.