Françoise Héritier
Françoise Héritier (15 a viz Du 1933 - 15 a viz Du 2017) a oa un denoniourez[1] vrudet, ha benevelourez c'hall. Studiet he deus bet denoniezh sokial diwar-benn kerentiezh[2]. He oberenn brudetañ a zo ar levrenniad Paotred / Merc'hed (titl a orin : Masculin / Feminin)[3] a zispleg darempredoù etre merc'hed ha paotred, dreist-holl penaos e vez bet fardet mestroni ar baotred war ar merc'hed, iwe dre ar arouezioù e-pad ar c'hantvloazvezhioù[4].
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa-hi d'ar 15 a viz Du 1933 e Veauche (Departament Loire, Bro C'hall) ha marvet d'ar 15 a viz Du 2017 e Paris, Bro C'hall. 84 e oa-hi. Soñjoù eus he buhez personel ha micherel he deus diskouezet en he levrioù Holen ar vuhez (titl a orin : Le sel de la terre),[5] ha A youl an deizioù (titl a orin : Au gré des jours)[6].
Labourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Denoniezh sokial diwar-benn kerentiezh ha arc'hwelerezh reizhiadoù hanter-kemplezh nesañded, diwar-benn keal gwadserc'h, diwar-benn darempredoù etre paotred ha merc'hed, diwar-benn feulster, diwar-benn denoniezh argelek ar c'horf[2] . Da heul Claude Levi-Strauss e oa aet er College de France er gador-gelenn studioù keñveriet kevredigezhoù Afrika da 1982 betek 1998[2]. An eil maouez e oa-hi bet roet ur gador-gelenn er College de France[7]. Brudet hag anavezet e oa dre brizioù ha medal[2]
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Div c'hoar hag o mamm (titl a orin : Deux soeurs et leur mère : anthropologie de l'inceste) [8]
- Paotred / Merc'hed (titl a orin : Masculin / Feminin'' levrenn 1 : Soñj diforc'h (titl a orin : La pensée de la différence)[9]
- Paotred / Merc'hed titl a orin : Masculin / Feminin'' levrenn 2 : Dispennañ an ziforc'h (titl a orin : Dissoudre la différence)[10]
- Holen ar vuhez (titl a orin : Le sel de la terre)[5]
- A youl an deizioù (titl a orin : Au gré des jours)[6]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Geriadur Martial Menard, Palantines, ISBN 978.2.35678.069.0
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Lec'hienn Collège de France
- ↑ levrenn 1 : Soñj diforc'h (titl a orin : La pensée de la différence), embannet gant Odile Jacob Editions, 1996, EAN13 : 9782738103383 ha 2 : Dispennañ an ziforc'h (titl a orin : Dissoudre la différence) embannet gant Odile Jacob Editions, 2002, EAN13 : 9782738110909
- ↑ etrewel Michelle Perrot, France Culture, 16 a viz Du 2017
- ↑ 5,0 ha5,1 embannet gant Odile Jacob Editions, 2017, EAN13 : 9782738138668)
- ↑ 6,0 ha6,1 embannet gant Odile jacob Editions, 2017, EAN13 : 9782738139566
- ↑ Marv eo Françoise Héritier, a orin : Disparition de Françoise Héritier, France Culture, 15 a viz Du 2017
- ↑ embannet gant Odile jacob Editions, 1994, EAN13 : 9782738102089
- ↑ embannet gant Odile Jacob Editions, 1996, EAN13 : 9782738103383
- ↑ embannet gant Odile Jacob Editions, 2002, EAN13 : 9782738110909