Kaozeal:Gwregelouriezh
Neuz
Ur Rummad:Benouriezh zo. Daoust ha kemm zo etre "benouriezh" ha "benelouriezh" ? Daoust hag ur vi-koukoug zo ? --Llydawr 14 Gou 2011 da 21:16 (UTC)
- Ya benouriezh = arz ar benañ--Kadwalan 22 Gou 2011 da 18:28 (UTC)
- Un arzh ? Fazioù a reer a-wechoù pa skriver re vuan ;-). Mat e vefe bet kaout meur a ali diwar-benn an titl, ha hini saver kentañ ar pennad, a-raok divizout kemm anezhañ. --Llydawr 22 Gou 2011 da 21:49 (UTC)
- Ya ;-). Amañ e oa ur fazi anat en titl.--Kadwalan 18 Eos 2011 da 12:14 (UTC)
Gwregelouriezh pe venelouriezh da bennger?
[kemmañ ar vammenn]Lakaat ar pennad benelouriezh, evel ma oa en deroù. Bianchi-Bihan 19 Eos 2011 da 01:56 (UTC)
- Ali e vefen mirout gwregelouriezh da bennger. Da gentañ abalamour ma'z eo ar ger implijet ar stankañ, a bell, war google :
(g)wregelouriezh = 216 skouer / benelouriezh-venelouriezh = 71. Ouzhpenn-se ez eo ar ger implijet e geriadur Roparzh Hemon, ar muiañ anavet ha gwerzhet betek-henn. Ha pa seller e Geriadur an Here, gerioù deveret eus "gwreg-el-" a zo implijet evit ober anv eus perzhioù ar gwragez (gwregelezh - ur ger, gouzout a ran n'eo ket kalz) e-skoaz n'eus nemet ar ger "benel" a vefe deveret eus ar wrizienn "ben-el-". Ali on menegiñ an daou c'her e korf ar pennad. Evel-just ez in a-du gant ar muiañ-niver. --Kadwalan 19 Eos 2011 da 15:41 (UTC)
- Gwregelouriezh e Vallée, Le Gléau, Al Liamm ; benevelouriezh e Ménard evit « FÉMINISME », diwar benevel, « FÉMININ ». — Lagad Zoltec (kaozeal) 10 Mez 2017 da 06:54 (UTC)
'Gomprenan ket a belec'h e teu ar mel-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2017 da 07:48 (UTC)
- Benelouriezh e TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg (klask "féminisme"). --Llydawr (kaozeal) 27 Gou 2017 da 10:37 (UTC)