Marine Lavigne

Eus Wikipedia
Marine Lavigne
Marine Lavigne gant SEIM e Plistin e 2023

Ganet 6 a viz Du 1997
Douarnenez
Bro orin Breizh Breizh
Micher(ioù) kanerez, saverez pozioù
Doare(où) Sonerezh Breizh (kan ha diskan), folk, sonerezh a-vremañ, teuzadur geltiek
Benveg(où) kan
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2018
Awen Louise Ebrel, Marthe Vassallo, Elsa Corre, Naig Rozmor, Gaël Faye

Endro AhezEben – Seim

Marine Lavigne, ganet d'ar 6 a viz Du 1997 e Douarnenez, a zo ur ganerez vrezhonek ha saverez pozioù vreizhat. Kanerez a-vicher eo abaoe 2022, goude bezañ kemeret perzh en Eurovision gant he c'hanaouenn Fulenn hag he strollad Ahez.

Deskiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet Marine Lavigne e Poullann en ur familh eus ar C'hab ha Penn Sardin[1]. En hentad divyezhek ar skol François-Guillou e Douarnenez he doa desket brezhoneg hag eno e oa bet lakaet da ganañ evit ar wech kentañ[2]. E skolaj Diwan Kemper he doa desket kanañ ha diskanañ gant Louise Ebrel en ur c'hlub kan[3] ha dizoloet sevenadur Galiza dre ur staj kan gant Elsa Corre[4]. Kendalc'het he doa he deskadurezh e lise Diwan Karaez gant atalieroù kinniget gant Annie Ebrel ha Krismenn pe gant stajoù emvarrekaat er vro[5].

Kroget he doa da ganañ gant Sterenn Diridollou el lise hag e daouad war-lerc'h. Da c'houde e oa bet heñchet he strollad An Teir gant kanerezed a-vicher evel Rozenn Talec ha Marthe Vassallo[6]. Goude ur bak lennegel hag ur bloavezh prepa lennegel eo bet Marine war studioù LLCE spagnoleg betek ur master e skol-veur Roazhon 2. Paouezet he doa gant he studioù evit bezañ kanerez ha skrivagnerez a-vicher e 2022[7].

Obererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin ar bloazvezh 2017 e voe skrivet ganti pozioù ar ganaouenn Betek an trec'h dibabet evel kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018. Kanet he doa anezhi gant div vignonez bodet en ur triad anvet Penn Salsardin ha gant sonerien evit seniñ un ton salsa[8]. Er memes bloaz, gant he strollad An Teir (div gomerez eus ar skolaj ennañ) e oa bet savet gant tri soner a-vicher ur grouidigezh evit "New Leurenn #3" da-geñver Gouelioù Etrekeltiek an Oriant[9]. Gant ar raktres-se e oa ganet ar strollad Eben hag embannet ur bladenn er bloaz war-lerc'h. Brudet eo ar strollad evit e ganaouennoù gant temoù a-vremañ (benelouriezh, ar pobloù, an douar...) savet diwar tonioù hengounel[10]. Gant Jonathan Dour he doa savet ur strollad all e fin 2021, Seim, un triad gant an tabouliner Antonin Volson[11].

E miz Eost 2021 he doa graet anaoudegezh gant ar soner Alexis Morvan (Alvan) e Roazhon[12]. Pozioù zo bet kavet diouzhtu gant Marine Lavigne diwar mojenn Katell Gollet adskrivet[13]. Enrollet eo bet ar ganaouenn Fulenn gant he strollad Ahez war ar sonerezh sonaozet gant Alvan. E miz Genver 2022 eo bet rakdibabet ar ganaouenn gant France TV evit kenstrivadeg Bro-C'hall an Eurovision[14]. En em gavet eo ar strollad nevez-savet-mañ betek gourfenn Eurovision Frañs e Pariz war-eeun war France 2 50 vloaz rik goude skignadenn sonadeg Alan Stivell war Europe 1 (pladenn À l'Olympia)[7]. D'an noz-mañ d'ar 5 a viz Meurzh 2022 e oa bet choazet ar strollad Alvan & Ahez da vezañ kannaded Frañs en Eurovision gant ar ganaouenn Fulenn.[15] Douget he doa Marine he c'hanaouenn skrivet e brezhoneg betek Torino en Italia[16] da genstrivañ e anv Bro-C'hall evit ar gourfenn skignet d'ar 14 a viz Mae ha gwelet gant ouzhpenn 165 milion a dud war-eeun e Europa a-bezh[6].

Ahez a vesk ar yezhoù war ur sonerezh a-vremañ. E fin 2022 en doa kenlabouret Ahez gant ar strollad Algaire eus Asturiez gant ar ganaouenn Llume e astureg hag ul lodenn ouzhpennet e brezhoneg[17].

Poltredaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albom studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Single[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2022 : Dastum 50 – Kanerien ha sonerien Vreizh (son : Ar minor - Diridollou/Lavigne)
  • 2022 : Eurovision Song Contest Turin 2022 (son : Fulenn - Alvan & Ahez)

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Martine De Saint Jan, « Finistère : balade à Douarnenez avec la chanteuse Marine Lavigne » e actu.fr, Côté Quimper, Ouest-France, 4/06/2022
  2. (fr) Lannig Stervinou, « Eurovision : « Fulenn » est « une invitation à se libérer du regard médisant des autres », selon son auteure douarneniste », Le Télégramme, 19.03.2022. Lennet d'an 20 a viz Meurzh 2022
  3. (fr) Les Bretons Alvan & Ahez à l’Eurovision : les trois femmes artistes ont passé leur lycée à Carhaix, Ouest-France. Lakaet en linenn d'an 8 a viz Meurzh 2022
  4. Kazetenn Ya !, p.12
  5. (fr) Kan ha diskan. La relève est assurée, Le Télégramme. Lakaet en linenn d'ar 5 a viz Genver 2014
  6. 6,0 ha6,1 Fanny Chauffin, « Ahez, kanerezed eus an XXIvet kantved », ArMen, Miz Meurzh 2023
  7. 7,0 ha7,1 Julien Meffre, « Marine Lavigne, kanerez ha skrivagnerez », Le Télégramme. Lakaet en linenn d'an 23 a viz C'hwevrer 2023
  8. (fr) Portrait. Marine Lavigne, chanteuse de kan an diskan e ouest-france.fr, Ouest-France. Lakaet en linenn d'ar 15a viz Gouere 2019
  9. (fr) Pierre Wadoux, « Lorient. Musique bretonne. Eben, les voix d’un autre futur… », Ouest-France. Lakaet en linenn d'an 19 a viz Du 2019
  10. (fr) Philippe Cousin, « Eben, premier album d’un sympathique sextet », Pobl Vreizh. Lakaet en linenn d'21 a viz Genver 2020
  11. (fr) Plestin-les-Grèves. Sur les parquets, 600 danseurs pour l’Élektro-noz, Ouest-France. Lakaet en linenn d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  12. (fr) Camille Allain, « « Eurovision France » 2022 : Né dans un bar de Rennes, l’ovni Alvan et Ahez mixe électro et chant breton », 20 Minutes, 27.02.2022. Lennet d'an 20 a viz Meurzh 2022
  13. (fr) Marion Gonidec, « RENCONTRE. Elle a écrit les paroles de « Fulenn », chanson qui représentera la France à l’Eurovision », Ouest-France. Lakaet en linenn d'an 20 a viz Meurzh 2022
  14. Alvan & Ahez - Eurovision Frañs e brezhoweb.bzh
  15. (en) Alvan & Ahez will represent France in Italy with 'Fulenn' 🇫🇷, Eurovision.tv, 6.03.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  16. (fr) Jérôme Gicquel, « Eurovision 2022 : Après le succès d’Alvan et Ahez, la langue bretonne tient sa revanche », 20 Minutes. Lakaet en linenn d'ar 7 a viz Meurzh 2022
  17. (es) Algaire presenta la so collaboración con Ahez, representante de Francia n'Eurovisión 2022 e lne.es, La Nueva España. Lakaet en linenn d'an 2 a viz C'hwevrer 2023

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.