Louise Ebrel

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Louise Ebrel | |
![]() | |
Louise Ebrel gant Les Ramoneurs de Menhirs e Kemper (fest-noz War 'l Leur 2017).
| |
Ganet | 27 a viz Gouere 1932 Trefrin ( ![]() |
---|---|
Marvet | 30 a viz Meurzh 2020 |
Micher(ioù) | Kanerez |
Doare(où) | gwerzioù, kan-ha-diskan, punk-keltiek, rock |
Lec'hienn ofisiel | M'hoc'h eus c'hoant da selaou Ma zad ma mamm |
Endro | Denez Prigent, Ifig Flatrès, Bagad Lokoal Mendon, Dremmwel, Les Ramoneurs de Menhirs, Red Cardell, Alain Meneust |
kemmañ ![]() |
Louise Ebrel, ganet e Trefrin d'ar 27 a viz Gouere 1932 ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 2020 a zo ur ganerez vreizhat. Merc'h eo da Eugénie Goadec, unan eus ar C'hoarezed Goadeg, ha da Job Ebrel, kaner ivez.
Kanañ a ra kan-ha-diskan ha gwerzioù. Adalek 1994 betek 2006 e kane asambles gant Denez Prigent, ha bremañ er festoù-noz asambles gant Ifig Flatrès.
Kenlabouret he deus gant kalz arzourien all: Bagad Lokoal Mendon, ar strollad sonerezh hengounel Dremmwel, ar strollad punk-keltiek Les Ramoneurs de Menhirs hag ar strollad rock-sonerezh ar bed Red Cardell da skouer.
En abadenn-c'hoariva "L'abri du marin" he doa kemeret perzh gant Alain Meneust.
Ar ganerez Louise Ebrel gant ar re maout d'an dilennadeg 2012 da rouanez Kerne gant Yvon Etienne e-pad dilennadeg 2013 e Kemper d'an 28 a viz Gouhere.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2010: Ma zad ma mamm, L'OZ Production, Kerne Production ha Keltia Musique, Priz Produet e Breizh 2011
- 1994: adembannet e 2009: Gwrizioù, Coop Breizh
- 1994: Gwerz ha kan a boz, Kerig
Gant tud all:
- 2010: Les Ramoneurs de Menhirs, Amzer an dispac'h, FZM
- 2009: Red Cardell, La Fête au village, Keltia musique
- 2008: Red Cardell, Le Banquet de cristal, Keltia musique
- 2007: Les Ramoneurs de Menhirs, Dañs an diaoul, FZM
- 2006: Red Cardell, Naître, Keltia musique
- 2006: Éric Gorce/Richard Bevillon, Kerne Izel, Coop Breizh
- 2006: Dremmwel, Lañs, Coop Breizh
- 2004: gant Ifig Flatrès Tre Tavrin ha Sant Voran, Coop Breizh
- 2004: Denez Prigent, Sarac'h, Barclay
- 2001: Dremmwel, Glazik, Coop Breizh