Les Ramoneurs de Menhirs
Les Ramoneurs de Menhirs | |
![]() | |
Les Ramoneurs de menhirs gant Louise Ebrel e 2017.
| |
Bro Orin | Bro C'hlazig (![]() |
---|---|
Doare(où) | Sonerezh Breizh, punk, rock |
Bloavezhioù oberiant | 2006- |
Label(ioù) | Coop Breizh |
Lec'hienn ofisiel | Lec'hienn ofisiel |
Izili | Éric Gorce, Richard Bévillon, Gwénaël Kere, Loran |
Izili bet er strollad | Maurice Jouanno |
Endro | Louise Ebrel |
kemmañ ![]() |
Les Ramoneurs de Menhirs zo ur strollad punk brezhonek bet savet e 2006. Eric Gorce a son ar vombard, Richard Bévillon ar binioù kozh, Maurice Jouanno a zo kaner (e brezhoneg Gwened) ha Loran - bet soner er Bérurier Noir er bloavezhioù 80 - zo gitarour. Klevet e vezont e-kerzh sonadegoù a bep seurt ha troet mat int gant meur a stourm : brezhoneg, ekologiezh, gwirioù ar pobloù, stourmoù sokial hag a-enep d'ar varc'hadourien-avel...
Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet ar strollad e 2006. Goude un nebeud sonadegoù ec'h enrollont ar bladenn studio gentañ, «Dañs an diaoul». Ar ganerez Louise Ebrel, merc'h Eugénie Goadeg anezhi, a vez klevet e-barzh meur a ganaouenn en albom. Ar Ramoneurs de Menhirs a gemer perzh e-barzh gouelioù meur etrekeltiek an Oriant. E miz Genver 2008, e reont ur droiad dre Europa (Bro-Skos, Bro-Frañs, Bro-Suis). E miz Ebrel e ya ar maout ganto e kenstrivadeg Kan ar Bobl, e-barzh rummad ar strolladoù sonerezh. E miz Ebrel 2010 e savont un eil pladenn, «Amzer an dispac'h» hec'h anv. D'an 10 a viz Mae e oant e Roazhon o seniñ dirak an dud kanaouenn "ofisiel" Ar Redadeg.
O sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dibar a-walc'h eo dre ma vez mesket enni gitar-tredan punk ha boest-lusk Loran asambles gant ur c'houblad binioù-kozh/bombard ha sonioù hengouneloc'h. Gwech an amzer e pedont arzourien a bep seurt da seniñ ganto : Louise Ebrel, Gilles Servat, bagad Kemper, bugale ar skolioù brezhonek da geñver ar Redadeg 2010... Daoust dezho implijout sonioù kozh e vez modern a-walc'h temoù o c'hanaouennoù : enno e klever pozioù diwar-benn saveteiñ koad Breselien, Nicolas Sarkozy hag ar gevredigezh c'hall a-vremañ, ar stourmoù sokial, ar stourmoù evit adunaniñ Naoned ouzh peurrest Breizh ha kas ar brezhoneg war-raok, gwirioù Indianed an Amerik, ar gwir da vutuniñ drammoù zo...
Plijout a reont kenaén d'ar re yaouank, d'ar re gozh avat e vez diaesoc'h chom da selaou sonerezh ken trouzus.
O fladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kerne Izel, 2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Louise Ebrel ha Maurice Jouanno
Dañs an Diaoul, 2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- K,A
- BellARB
- Dañs gwadek 1 (Plinn) (diwar Gilles Servat)
- Yaw ha yaw ha yaw (An Dro)
- Nomades (diwar Ze6)
- Edan ur blez (Laridé)
- Na gast na matezh (Gavotenn Bourlet)
- Captain Kirk (Diwar Spizzenergi)
- Dañs Gwadeg 2 (Plinn)
- Vive le feu (diwar Bérurier noir)
- 'Vel un tour-tan (gavotenn vras)
Amzer an dispac’h, 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Unnek Gwezh
- Oy ! Oy ! Oy !
- La Blanche Hermine
- Menez Unan
- Tamm Kreiz
- Menez Daou
- If the Kids ar United (diwar Sham 69)
- Marijanig
- Ya'at'eeh
- Auschwitz planète (diwar Tromatism)
- Breizhistañs
Dastumad pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz | Albom | Renkadur | Unanennoù |
---|---|---|---|
Frañs (pladennoù) | |||
2007 | Dañs an Diaoul | — | 19 000+ (Mae 2010)[1] |
2010 | Amzer an dispac'h | 143[2] | 5 000+ (Mae 2010)[1] |
2014 | Tan ar Bobl | — | |
2017 | Breizh Anok | 134[3] | |
|
Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 « Le nouvel album des Ramoneurs de menhirs », Le Télégramme, 24 a viz Mae 2010, e lec'hienn letelegramme.fr
- ↑ https://lescharts.com/showinterpret.asp?interpret=Les+Ramoneurs+de+Menhirs
- ↑ http://www.snepmusique.com/tops-semaine/top-albums-physiques/?ye=2017&we=26
- ↑ J.C., « Les Ramoneurs de Menhirs marient punk et tradition », Aujourd'hui en France, 18 a viz Mae 2012
- ↑ http://www.coop-breizh.fr/7946-cd-les-ramoneurs-de-menhirs-breizh-anok-parution-juin-2017-3359340161733.html