Mont d’an endalc’had

Bérurier Noir

Eus Wikipedia
Bérurier Noir
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1978 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1983 Kemmañ
Anvet diwarAlexandre-Benoît Bérurier Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'h diazezPariz Kemmañ
TachennPunk rock, alternative rock Kemmañ
Label sonerezhWagram Music, Q3075035, Bondage Records Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Prizioù resevetQ2928672 Kemmañ
Deiziad divodañ1990 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://beruriernoir.fr/ Kemmañ

Bérurier Noir, lesanvet les Bérus ha BxN, zo ur strollad sonerien punk rock parizian brudet war al leurennoù er bloavezhioù 1980, divodet e 1989 hag adstummet dre vare e 2003 ha 2006.

Milvrudet eo ar sonadeg a rojont er sal Le Liberté e Roazhon d'ar 4 a viz Kerzu 2003 abalamour d’ar reuz a oa bet gant ar re a dud a oa en em gavet er sal, pa oa bet leusket digor-frank an dorioù. Diwar-se o doa bannet ar CRS-ed aezhennoù daeraouiñ war an holl bunked, ha feulster ha stourm e straedoù kêr da heul.

Brudet-tre e oa bet o zremen e Brest ivez, gant-se da skouer e oa bet kollet e re votoù gant Jakez Patatez o tañsal evel ur zovach er pogoioù stank, hag en doa echuet ar sonadeg gant ur votez a bep ment, hag un aspirin, evit habaskad e empen, kabosed. Loran er gitar ha Fanfan zo er c’han, ouzhpenn-se ez eus ur voest-lusk anvet « Dédé » (un Electro-Harmonix DRM-16). Heverk eo n’o dije ket bet un tabouliner evel ma oad kustum d’ar c’houlz, er strolladoù punk.

Deroù (1978—1982)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ra an anv da geneil ar c’homiser San-Antonio, e romantoù ar skrivagner Frédéric Dard. Gant Olaf e oa bet savet ar strollad ha goude-se eo François a gemeras e blas evel gitarour.

A bep seurt anvioù o doe : Béruriers rebelles, Béruriers véritables, Béruriers Army, Béruriers moines, Béruriers UTDM, Barbelés, Poli-Mili2,3. Levezonet e voe o stil gant Métal Urban, ur vouezh, ur voest-lusk, ha daou c’hitar satured, ha skiltr. A boan dek sonadeg a voe graet gant ar strollad, an darn vrasañ e-barzh skoatoù (Vilins, Cascades, CAES de Ris Orangis).

Olaf aet d’ober e servij-soudard en Alamagn a guitaas da-vat ar strollad e 1982. E-barzh sal ar Roquette e voe aozet ur sonadeg gant ouzhpenn 1000 arvester, en ur festival alternativel, a vode un dibunadeg-dilhad ha sonerezh alternativel. Birvidik e oa an aergelc’h, gant an ton “Lobotomie” a oa bet c’hoariet teir gwech.

Sonadeg er straed dirak an toull-noz le Liberty’s, er C’harter Latin, bannet e voe lakrimo warno ha war an arvesterien, diwar-se e wiskjont o maskloù gaz da beuechuiñ ar sonadeg.

A bep seurt sonadegoù a rejont e lec’hioù divoaz, barzh salioù sonadegoù, pe à la rache, en un doare gouez er skwatoù, war ar straed, er metro parizian, en anfiteatr. Un identelezh dezho o-unan a groujont, gant sonioù garv, lemm, ha troc’hus gant o zestennoù stourmer, kriz, feuls, en ur ziskuilhañ traoù a soñjent bezañ direizh, hag o reiñ korf war al leurenn d’un nerzh emsavel, yen ha kontamus, hogen gant fent.

Kreskiñ a reas trumm o brud e Frañs er metoù Punk alternativel, dre hanterouriezh ar pellgomz arab, ar fanzinoù, hag o c’hentañ vinilhoù, embroduet war al label VISA ha Bondage Records. Un tamm tro a rejont dre leurennoù Europa.

Evit gounit o bara e oa François un douger kartoñsoù, dindan zouar ar stal BHV ha Lorant a oa buhezour er greizenn dudi evit bugale e Torcy er Seine-et-Marne.

Ambrouget e voe sal ar Mutualité e 1986 gant 800 CRS e-kerzh ur sonadeg. Kregiñ a rejont da dremen er radio e 1986 war NRJ, gant berzh an ton L'Empereur Tomato Ketchup. Gant ar brud-se e stagas ar c’hentañ arvesterien da glemmichal, o lavaret e oant deuet da vout « re genwerzhel ».

Aozet e voe ur sonadeg e 1988 dirak 6 800 arvester er Zénith. 50 lur e oa priz ar billedoù (pezh a glot gant 13 € tamm-pe-damm e 2021). Fellout a rae dezho islinennañ prizioù re uhel ar sonadegoù. Leun chouk e voe ar sal o reiñ bod d’ur pemzek a dud war al leurenn, ha berzh bras a voe gant « Macadam circus ».

Treuzwisket e vezent war al leurenn, doare ar sirk ganto, frioù ruz furlukin, taolioù c’hwitell, un aergelc’h fañfar, gant Masto ar saksofonour ha poltredour, en doa bet sonet gant strolladoù punk all. Gantañ voe degaset e drelatoù hag e follentez war al leurenn a verkas padus al leurenn alternativel parizian.

Lakaet e voe burevioù ar prezidant da darzhañ e kambr rannvroel an urcherien, gant ur strollad anvet Black War d’ar 17 a viz Ebrel 1988. Tamallet e voe gant ar polis, ar metoù emren a oa tost da servijoù-urzh ar Berurier noir. Gwall damallet e voent gant ar mediaoù evit bezañ skourr feuls Action Directe. Dilezet e voe an tamalloù. Goude un droiadig e bro-Suis e voe divizet gant ar strollad en em zivodañ. Aozet e voe ganto ur seurt « hara-kiri » e fanfar.

Bec’h a voe etrezo hag al label Bondage Records, troiadoù brevus, ha rendaeloù politikel etre Loran ha François.

Gant François e voe krouet ar strollad Molodoï (1990-1996). Loran zo brudetoc’h e Breizh evit e strollad Ramoneurs de menhirs abaoe 2006.