Gouel ar Brezhoneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gouel ar Brezhoneg zo ur fest a zo bet graet en enor d'ar brezhoneg. Tri marevezh zo bet er fest. Dalc’het e vez dre vras e dibenn-sizhun gouel ar Pantekost.

Marevezh Skol an Emsav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar bloavezhioù 1970 e veze aozet ar gouel gant Skol an Emsav diazezet war he c'hreizennoù lec'hel gant skoazell aozadurioù evel Ar Falz er penn kentañ ha kevredigezhioù lec'hel all. 10 gwech (?) e voe aozet:

Bep bloaz e kemme lec'h ar fest, hervez skouer Eisteddfod Kembre. Ne oa ket bras-bras ar fest, met brezhoneg a veze, ha trouz zo bet savet a-wechoù pa veze klevet ur c'haner o vont e galleg ouzh ar selaouerien diwar al leurenn.

Marevezh Emgann ha Stourm ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur c'housk hir e voe adsavet ar fest gant tud Emgann ha Stourm ar Brezhoneg, gant an anv Gouel broadel ar brezhoneg, hag aozet etre 1986 ha 1999, da gentañ e Karaez ha goude e Spezed, war-bouez ur wech bennak e Louergad hag e Langoned. Met ma oa kalz brasoc'h ar fest e oa ivez o vont war zivrezhonekaat : diaes prenañ un tiked pe ur banne e brezhoneg .

E Spezed e veze gwerzhet (pe eskemmet) bilhedoù lurioù brezhonek, gant poltredoù Ar Balb, Anjela Duval,...

Devezh ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Devezh ar brezhoneg zo bet meurik a wech e Karaez (etre 2004 ha 2007).

Gouelioù lec'hel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez aozet ur Gouel ar Brezhoneg e Plougonvelen, gant ur gevredigezh vrezhonek eus ar vro.

Pevare arnod adalek 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsavet eo bet Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2010 e Kawan, e Treger, eus an 21 d'an 23 a viz Mae [1]. Gouel Broadel ar Brezhoneg a zo bet e Kawan ivez e 2011, eus an 10 d'an 12 a viz Mae.

Pempvet arnod e 2017[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gbb-2017 skritell-verrbad stumm 1.jpg

Gouel Broadel ar Brezhoneg a vo adarre e 2017 e Langoned.

Aozet eo bet Gouel ar Brezhoneg adarre e 2017 gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg[2], savet e 2013. Dalc'het eo bet e-pad daou zervezh, ar Gwener 19 hag ar Sadorn 20 a viz Mae [3]. Mignoned ar Brezhoneg a oa an oustilh melestradurel hag arc'hantel a zouge ar raktres, kevratet gant ar gevredigezh "Gouel Broadel ar Brezhoneg" he doa douget ar raktres abaoe kreiz ar bloavezhioù 90. Abaoe ma z'eo bet adlañset ar raktres, ar skipailh kreiz, sikouret gant ur strollad lec'hel Bod Kelenn, a zouj d'ur reolenn : aozañ an emvodoù diabarzh e brezhoneg. An emvodoù diavaez, gant an ti kêr da skouer, a veze peurliesañ dalc'het e galleg.

Etre 2000 ha 3000 a dud a zo bet hervez an aozerien [4].

Da betra Gouel ar brezhoneg?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou hent zo bet atav d'an aozerien da zibab war behini e felle dezho mont:

  • pe ober ur fest evit an niver brasañ, gallegerien eta, ha sachañ tud gant sonerezh dreist-holl, hep nemeur a vrezhoneg, ha neuze ne zere ket an anv ken,
  • pe ober Gouel ar Brezhoneg evit ar vrezhonegerien (hag evit deskiñ un tamm brezhoneg d'ar re n'ouzont ket), ha neuze ober pep tra e brezhoneg, ha n'eo ket divyezhek, kanaouennoù e brezhoneg hepken (pe hep galleg da vihanañ), tamm galleg ebet na war ar skritelloù na war al leurennoù, brezhoneg er stalioù boued hag evajoù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]
  2. http://mignoned.bzh/br/taol-lans-2017/
  3. http://www.ouest-france.fr/bretagne/langonnet-56630/20-ans-apres-gouel-broadel-ar-brezhoneg-revient-4836340
  4. http://yabzh.com/2017/05/gbb-an-avel-o-trein

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]