France 2
Neuz
France 2
| Deiziad krouiñ | 7 Gwe 1992 |
|---|---|
| Perzhiad e | The Daphne Project |
| Testenn ar ger-stur | Nos différences nous rassemblent. |
| Stad | Frañs |
| Perc'hennet gant | France Télévisions |
| Sez sokial | Pariz |
| Erlec'hiañ a ra | Antenne 2 |
| Yezh implijet | galleg |
| Darvoud-alc'hwez | HDTV |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.france.tv/france-2/ |
| Streaming media URL | https://www.france.tv/france-2/direct.html |
| Channel number | 2 |

France 2, berraet e Fr2, zo ur chadenn skinwel c'hall servij foran, deuet war-lerc'h Antenne 2 abaoe ar 7 a viz Gwengolo 1992. Frace 2 a zo ul lodenn eus ar strollad France Télévisions. Ar ruz eo liv ar chadenn e-touez chadennoù ar strollad skinwel foran gall, adkavout a reer neuze al liv-se lies evit he lakaat war-raok.
An eil chadenn eo a-fed niver a arvesterien ; skignet e vez dre an TNT, dre loarell, dre neudenn niverennel, dre skinwel IP ha dre ar rouedad internet. An tu a zo da arvestiñ ar chadenn en un nebeud broioù tost da Vro-C'hall ; ul lodenn eus ar programmoù kinniget gant France 2 a vez addskignet war TV5 Monde.
