Loened Fall

Eus Wikipedia

E 1996 eo bet krouet Loened Fall, ar strollad-se a zo ur strollad sonerezh da lakaat da zañsal er festoù-noz.

Strollad Loened Fall en e bezh.

Ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp den a zo er strollad ha diazezet eo Loened Fall war ur c'houblad kanerien kan-ha-diskan, Ronan Guéblez ha Marthe Vassalo, ha tri soner, Hervé Bertho ouzh ar violoñs, Thomas Lotout (Sabine Le Coadou betek 2011) ouzh ar vombard ha Marc Thouénon ouzh ar gitar.

Dizoloet en deus Marc Thouénon, ar c'hoarier gitar, ar sonerezh iwerzhonat e puboù ha gouelioù Iwerzhon. Heuliour ar rummad sonerien gitar reizhet hervez an "open tuning" ec'h azasa e venveg ouzh tonioù ar vro. Ezel eo Marc Thouénon eus ar strolladoù sonerezh Loened Fall ha Boys In The Gap.

E 2001 he deus kinniget Marthe Vassalo hec'h arvest "Ar Solier" gant ar c'houplad Bugel Koar, hag a zo bet garedonet gant priz bras Produit en Bretagne. Goude se eo aet Marthe Vassalo e-barzh strollad Loened Fall. Da 27 bloaz e vez klevet ha gwelet an Dregeriadez-se e strolladoù sonerezh all, evel Skaliero pe Sula Bassana. Kanañ a ra ivez gant an triad Trio Empreintes asambles gant Jean-Michel Veillon ha Gilles Le Bigot. Kanañ a ra ivez en un triad all gant Nolwenn Buhe hag Annie Ebrel.

Ronan Guéblez eo eil kaner kan-ha-diskan ar strollad. Kanañ a ra ivez e-unan gant Marthe Vassallo e-kerzh festoù-noz.

An talabarder eo Thomas Lotout. Seniñ a ra abaoe an oad a seizh vloaz. Sonet en deus, war bladennoù pe war al leurenn, asambles gant kalz tud evel Carré Manchot, Stourm, Jean-Charles Guichen, Diaouled Ar Menez, Youen Bodros ha gant e strolladoù-eñ ivez. Sonaozour Bagad Pañvrid eo bet.

Sabine Le Coadou eo an hini a sone ouzh ar vombard da gentañ. Desket he deus son e Bagad Pañvrid.

Hervé Bertho a zo unan eus ar re a son ar gwellañ ouzh ar violoñs e Breizh. Gant Archétype en deus graet arvestoù sonerezh er gouelioù brasañ a zo. A-raok e sone e-barzh strollad Busy Fingers ha Le Chat qui va nu-pieds, met anavezet eo bremañ e bed ar sonerezh dreist-holl evel violoñser Loened Fall. Evel Marc Thouénon eo Hervé Bertho ezel eus Boys In The Gap, peogwir e plij kalz dezhañ ar sonerezh iwerzhonat. Son a ra ivez gant Los Glochos.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An deizioù 'zo berr, An Naer Produksion, 1999
  • Gouez !, An Naer Produksion, 2003
  • Diwar logodenn 'vez ket razh, An Naer Produksion, 2008
  • 'vel ba'r ger, An Naer Produksion, 2014