Mont d’an endalc’had

Marthe Vassallo

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marthe Vassalo)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Marthe Vassallo
Marthe Vassalo, (skeudenn vrudañ)

Anv Marthe Vassallo
Ganet 1974
bro-dreger
Micher(ioù) Saver pozioù
Kaner
Doare(où) Sonerezh Breizh
Benveg(où) kan
Bloavezhioù oberiant abaoe ar bloavezhioù 1991
Lec'hienn ofisiel http://www.marthevassallo.com/

Endro Annie Ebrel, Nolùen Le Buhé, Fulup Olier

Kanerez eo Marthe Vassallo. Ganet eo bet e 1974 e ..., ha savet eo bet e Tregastell, Bro-Dreger e-lec'h m'emañ he zud o chom.

Skoliataet eo bet e Lise Feliz an Danteg Lannuon. Adalek 1994 he deus graet studioù skol-veur war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon II. Eno he doa desket tammoù iwerzhoneg ha bet eo goude se en Iwerzhon evit peurzeskiñ ar yezh-se. Eno eo ivez e reas anaoudegezh gant Françoise Morvan. Kemeret he deus perzh e skrivadur, troidigezh hag embannadur karnedoù dastum Fañch an Uhel asamblez gant Françoise Morvan e ti-embann ar PUR pe ar Presses Universitaires de Rennes.

Eus 1991 da 1996 he deus labouret e F3 o kinnig an abadennoù brezhoneg eno gant Annie Ebrel, a-raok kregiñ gant he micher kanerez.

C'hoari-pezh a ra abaoe 1991. Desket he deus kanañ opera pe g-kaniri lourennek ivez.

E-kerzh ar bloavezhioù '90 e oa kroget da ganañ er festoù-noz hag en nozvezhioù pe er beilhadegoù. Daou sell he deus war ar c'hanañ e brezhoneg, unan a zo heuilh ha doujañ ouzh doare kanañ kanerien pe ganerezed an hengoun, ha diouzh an tu all, klask doareoù nevez da ginnig anezho ha sevel danvez nevez.

Abaoe 1997 ne ra ken nemet kanañ : kanoù lourennek, er festoù-noz da lakaat an dud da zañsal, pe oc'h arnodiñ doareoù nevez da ganañ. Kanañ a capella a ra gant Nolùen Le Buhé hag ivez gant Annie Ebrel, pe c'hoazh o-zeir asambles. Ezel eo ivez eus ar strollad Loened Fall hag ivez eus Bugel Koar e-lec'h ma kan eilet gant Fulup Olier ouzh an akordeoñs .
E 2023 he deus savet an arvest "Les fantômes sont des choses qui arrivent" gant ar gevarzhe Fur ha foll.

Pladennoù kemeret perzh enno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwerz 'Peñse ar Jentilez', 7'07'. 'Musiques vivantes dans les bars : Kenstroll'
  • 'Révoltes, résistances et Révolution en Bretagne'. 'An International', 7'05

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bernez Rouz, Mouezhioù Breizh (grandes voix de Bretagne) : Marthe Vassallo aux septs vents des cultures du monde. E-barzh Ouest-France Dimanche, 6 Eost 2023 (Trésor du breton écrit).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]