Ronan Guéblez

Eus Wikipedia
Strollad Loened Fall e 2010 (Ronan Guéblez e-kreiz).

Ronan Guéblez, bet ganet d'an 11 a viz Here 1958, a zo ur c'haner brezhonek ha gallek. Mab eo d'ur brezhoneger a-vihanik ha d'ur c'hallaouegerez, genidik o-daou eus Bro-Gwened.

Goude bezañ studiet e Roazhon ha tapet gantañ e ziplom ijinour labour-douar, e labour Ronan Guéblez e-pad tost da 20 vloaz en ITP (bremañ IFIP, Ensavadur ar Moc’h) a-raok mont da ganer a-vicher e 2001. Prezidant Dastum Breizh ez eo abaoe 2007. Maer Sant-Pêran e voe adalek 2000 betek 2008.

Strolladoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet en deus ivez gant Denez Prigent, Nolùen Le Buhé, Marsel Gwilhou, an Traines Meuriennes,…

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Loened Fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An deizioù 'zo berr, An Naer Produksion, 1999
  • Gouez !, An Naer Produksion, 2003
  • Diwar logodenn 'vez ket razh, An Naer Produksion, 2008
  • 'vel ba'r ger, An Naer Produksion, 2014

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rumma:Kanerien vrezhonek