Mont d’an endalc’had

Los Glochos

Eus Wikipedia

Ar Glochos a zo ur strollad kanerien ha sonerien eus Breizh. Kanañ a reont e galleg. An anv «Glochos» a zeu eus anv an daou vreur Glocheux, sonerien eus Pondivi, hag a sone sonerezh stadunanat er bloavezhioù 1970.

Meskañ a reont meur a zoare sonerezh (ijinet o deus ar sonerezh pekno), gant komzoù diwar-benn ar Stad hag ivez diwar-benn ar maezioù en un doare farsus. «Galette saucisse» pe «Paté Hénaff» ha «Tire la chasse», graet o deus ur ganaouenn brudet-mat «Rien à foutre».

Pemp soner emaint er strollad, un tabouliner (Jacky Pestel), ur gitarour ha gitarbouderChim»), ur soner piano ha sintetizer (Jean-Noël Rose), ha daou ganer (Fañch ha Minig), met ar reoù all a gan ivez e doare ar c'han-ha-diskan. Son a ra Hervé Bertho ganto ivez.