Mont d’an endalc’had

Yann Gonan

Eus Wikipedia

Ganet e oa Yann Gonan, Jean Conan, d'an 3 a viz Gwengolo 1765 e karter Abati Santekroe, e Gwengamp (Aodoù-an-Arvor a-vremañ) ha marvet d'an 18 a viz Kerzu 1834 e Tredraezh (22). Ur barzh brezhonek e oa.

E vugaleaj e Gwengamp

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad a oa anvet Guillaume Conan hag e vamm, Mari Moalou. Daou vreur en doa, unan a oa martolod hag a varvas er mor, egile, soudard, a voe lazhet en Italia.

Boporzh, Keriti-Pempoull

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an oad a zaouzek vloaz e teuas Yann Gonan da vezañ mevel en Abati Boporzh, e Keriti-Pempoull, e-lec'h ma tremene e nozvezhioù o lenn. Posupl eo e oad o klask ober ur manac'h anezhañ. An nebeud a c'hopr en deveze a zispigne da brenañ levrioù. Desket e voe dezhañ lenn ha skrivañ en abati-se. Lenn a rae diouzh an noz diwezhat. E blijadur e oa. Lenn a rae al levrioù santel, an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. E berr-amzer o deskas dre eñvor, emezañ. Goude se e lennas levrioù lezennel hag ivez levrioù diaoulek evel an Alibardon!

Martolod ha Soudard, an Dispac'h Gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1785, e voe anvet Yann Gonan da soner taboulin ur gompagnunezh soudarded e Gwengamp. Lesanvet e oa "Guingamp" pa oa soudard. Ur plac'h a garas, met ne voe ket aotreet gant he zud da zimeziñ ganti. Da heul se eo en em ouestlas e 1786 da vont da besketa moru en Douar-Nevez met a-benn ar fin e teuas buan a-walc'h en-dro da Vreizh da Abati Boporzh ha d'al levraoueg e-lec'h ma plije dezhañ lenn ha studiañ. Mont a reas neuze war vor war ur vag a dri c'hant tonell anvet "Sauvage". Dirollet e veze ar mor alies. Ober a rejont peñse eno e-mesk ar skorn d'ar 14 a viz Mezheven 1787. ha degemeret en ur meuriad Beothuk e-lec'h ma tiwanas karantez etre eñ hag un indianez.http://fr.wikipedia.org/wiki/B%C3%A9othuks

Ur gêriadenn Beothuk, gant John Cartwright

A-benn ar fin, e voe tapet war ur vag all hag e voe degaset en-dro da Vreizh e-lec'h ec'h adkavas levraoueg Boporzh e miz Kerzu 87.

Eurediñ a reas d'ar 24 a viz Genver 1789 gant Marguerite-Jacquette Menguy. Ganti o devo daou vugel.

D'ar 24 a viz C'hwevrer 1792, d'an oad a seizh vloaz warn-ugent, e tistroas d'an arme, ha gant e rejimant e tapjont Palez an Tuileries. En em gannañ a reas e Hondschote, Wattignies, Fleurus, Menen... dindan urzhioù ar jeneraled Jean Nicolas Houchard ha Jean-Baptiste Jourdan. Ar bloaz war-lerc'h, e 1793, e voe gloazet en e vorzhed, hag adkaset d'ar gêr e 1794 da-heul ur gwallzarvoud all. Mervel a reas Marguerite-Jacquette Menguy, e wreg, d'ar 25 a viz Genver 1797. Addimeziñ a reas Yann Gonan, hag eñ gwiader a zaou vloaz ha tregont, gant Marie Jeanne Le Thomet (nezerez) d'an 2 a viz Mendem eus ar 6vet bloavezh e Gwengamp ; pevar bugel o doe asambles.

E miz Ebrel 1796 en emgannas a-enep d'ar Chouanted e Koad Malane, e-kichen Gwengamp. D'ar 26-27 a viz Here 1799 e klaskas ar Chouanted aloubiñ Sant-Brieg. Yann Gonan a oa e-touez difennerien kêr.

Fin e vuhez, gwiader adarre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuze e teuas da vezañ gwiader evel e dad. Mont a rae da labourat er menajoù e-kostez Tredraezh ha Lokmikael. labourat a rae war an deiz ha skrivañ diouzh an noz. Skrivet en deus tost da 40 000 gwerzenn.

Ar pezh a blije dezhañ en galleg a lakae e stumm gwerzennoù brezhonek. Skrivet en deus ur varzhoneg emvuheziadur e brezhoneg a dremen 7000 gwerzenn o tanevelliñ e vuhez ha dreist-holl e veajoù pesketa hag arme. Anvet eo : 'Avanturio ar citoian Jean Connan a Voengamb'. Dre zegouezh e voe adkavet an dornskrid e levraoueg kastell Leskiviou e Pleiber-Krist e-kreiz ar c'hantved diwezhañ. Ennañ e vez danevellet gantañ e boanioù-spered soudard bloaz II ar Republik da goulz an Dispac'h Gall. Skrivet e voe an dra-se gantañ pa oa gwiader ha kozh e Tredraezh.

War a seblant ez eas Fañch an Uhel (an Uzel) da welet e vugale dre ma oa o klask war-lerc'h an dornskridoù leusket dezhe gant o zad, met ne deuas ket a-benn da saveteiñ an holl dornskridoù, rak gwerzhet e oa bet ar bern paper-se evel paper da bakañ traoù evit un dalvoudegezh a ur skoed pe 3 lur-gall.

Dornskrid an Avanturio

E familh hag e vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ roll ar vugale en deus bet gant e ziv wreg.

Bugale bet gant Marguerite-Jacquette Menguy
  • Jean Marie Conan (1789 – 1792).
  • Renée Conan (1791 - ?) a zimezas gant Milliau Guyomar (mevel e Plouilio) er bloavezh 1833 e Tredraezh.
Bugale bet gant Marie Jeanne Le Thomet
  • Pierre Louis Conan (1797 - ?) dimezet gant Anne Keraudren (matezh) e 1830 e Tredraezh.
  • François Conan (1805 – 1874) dimezet gant Françoise Goasdoué (nezerez) e 1832 e Tredraezh.
  • Anne Conan (1808 - ?) a zimezas gant Charles-Marie Toudic (gwiader e Perroz-Gireg) e 1842 e Tredraezh.
  • Joseph Conan (1811 – 1812).

Seizh dornskrid en deus savet met n'eus bet kavet ken nemet 4 klok.

  • Jérusalem délivred bet lakaet e brezhoneg diwar labour Tasse. 1728-1829. 7174 gwerzenn.
  • L' Écriture Sainte : hervez Fañch an Uzel, Yann Gonan en defe bet troet ul lodenn vras eus ar Bibl, met kollet eo an dornskrid.
  • Buez Louis Eunius. Dornskrid er Bibliothèque Nationale, dastumad keltiek n° 45, eus an 20 a viz mae 1847/Tredraezh. 3640 gwerzenn.
  • An inosans reconu a santes Jenovefa, 1825. Dornskrid ar Bibliothèque Nationale, dastumad keltiek n° 24, eus ar 16 a viz Kerzu 1825/Tredraezh. Un doare eo eus istor Iwerzhon ha buhez Jenovefa a Vrabant. 7138 gwerzenn.
  • Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb, bet adkavet e levraoueg kastell Leskifioù e Pleiber-Krist. Dornskrid kavet ivez e Levraoueg Kêr Roazhon. 1826. 7065 gwerzenn. E vuhez eus an oad a 12 vloaz betek an oad a 35 bloaz : mevel, martolod, soudard republikan e-pad ar reveulzi.
Kastell Leskifioù e Pleiber
  • Ar Boked Sacr, lesanvet 'An Tad Boucher' gant e vugale, a oa un droidigezh tennet eus ul levr bet kavet gantañ elevraoueg Abati Boporzh. D'an nebeutañ 8280 gwerzenn.
  • Ar vue a Sant ar voan. Buhez sant Erwan (buhezskrid gwerzennaouet sant Erwan. E kastell Leskifioù e Pleiber-Krist emañ. Boulc'het e vije bet e 1827. 4243 gwerzenn.

En holl ez eus 29260 gwerzenn miret en deiz a hiziv, moarvat 37540 gwerzenn skrivet etre holl, bet skrivet pa oa erru kozh. Skrivet en dije ivez un toullad kanaouennoù.

Ne skriver ket ken ar yezh evel ma rae Yann Gonan, levezonet da vat gant ar "brezhoneg beleg" breinet gant ar galleg. Kement en deus lakaet a c'halleg ken e vez trubuilhet al lenner alies gant ar gerioù a seblant distummet hag a ranker lenn a-vouezh-uhel ha dre ar reizhskrivañ gallek.

Daoust da se, en deus e yezh perzhioù dreist. Da zeskiñ a zo digantañ war dachenn ar rannyezhouriezh. Alies en deve e skridoù blaz brezhoneg Goueloù. Santet e vez ez eo brezhoneger a-vihanik.

Studiet en deus kalz ar skridoù koshoc'h, reoù ar pezhioù-c'hoari kozh. Adkavout a reer a-wechoù, moarvat hep gouzout dezhañ zoken, aspadennoù eus ar brezhoneg-krenn hag enklotennoù pe glotennoù diabarzh.

Kavet ez eus bet 14 tresadenn en dornskridoù "Louis Eunius », « Santes Jenovefa » hag « Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb ». Gwelet e vez e plije se kalzik dezhañ. E-barzh « Santes Jenovefa » eo e kaver ar muiañ anezhe hag ar re vravañ ouzhpenn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Les aventures de Jean Conan – Avanturio Jean Conan. Montroulez : Skol Vreizh, 1990 (ISBN 978-2-903313-30-2)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]