Kaozeal:Breizh
Ouzhpennet 'm eus un daolenn kelaouiñ en tu-dehou ar pajenn gant banniel Breizh, logo ar rannvro ha kement zo... --Breizhadig 18 Kzu 2005 da 21:04 (UTC) ... hag e vank ur gartenn. Bianchi-Bihan 28 Mez 2008 da 04:20 (UTC)
N'eo ket posubl lakaat evel un dra asur-tre e oa Dugelezh Breizh ur stad dizalc'h a-raok 1532, hag emren goude-se (ne rae an Intendanted nemet gortoz plijadur Breujoù Breizh?) :
- Meur a wech en deus pleget an duged pa vezent rediet e ober gant ar Pab evit plijout d'ar roue
- Dindan Charlez Bleiz, ne oa kalz anv eus dizalc'hted Breizh
- Pa oa Arzur III o ren, ne oa ket evit enebiñ ouzh alioù ar roue, ha p'en doa nac'het an dug reiñ an omaj bras
- Ur pouez bras a zo bet lakaet war bolitikerezh dizalc'hted ar Vontforted, met a wechoù ez int bet rediet plegañ ouzh ar roue
Forzh penaos, gwelout saviad Breizh er Grennamzer evel re ar riezoù savet er XIXvet kantved a zo ur fazi bras ha n'eo ket evit lavarout e oa Breizh unan eus an dugelezhioù boutin.Ret eo kaout disfiz ouzh formulennoù diresis an daou du.
Diwir eo tezenn an dizalc'hted, met ret eo kavout termenoù a c'hell tostaat ouzh ar wirionez : amemren a zo un termen a-feson evit klask anezhi. --Ch. Rogel 22 Gou 2008 da 21:08 (UTC)
Ger-ardamez
[kemmañ ar vammenn]Gwall hir eo Kentoc’h mervel eget bezañ saotret evit ur ger-ardamez, a zo ul lugan evit an emgannoù. Liv un droidigezh diampart diwar ar galleg zo warnañ (met gallek e oa ger-ardamez Breizh, marteze).
Ar marv kent ar c'housi zo bet desket din. — Siubhán McGunn (kaozeal) 25 Du 2012 da 21:14 (UTC)
- Gwall anavezet eo Kentoc'h mervel... evelkent hag implijet kenañ. Ur skouer nemetken amañ (e tu kein ar monumant emañ an droienn leun) [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2012 da 09:39 (UTC)