Mont d’an endalc’had

Steuñv hentoù Breizh

Eus Wikipedia
Kartenn hentoù Breizh (e galleg).

Steuñv hentoù Breizh zo ur raktres labourioù war hir dermen prometet gant ar Prezidant de Gaulle e 1969 da grouiñ ur rouedad hentoù modern digoust gant hentoù-tizh pevar hent gant ur savenn-douar greiz (anvet hentoù herrek) evit aesaat ar mont ha dont e Breizh. Savet e oa bet e stern politikerezh aozañ an tiriad dre ma oa pell Breizh en tiriad gall hag european, pell diouzh ar c'hreiz en ur bed a gase traoù war an hentoù.

Stad ar rouedad hentoù a-raok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre m'eo Breizh ul ledenez ha dre ma chome gwan ar greanterezh enni e chom bihan a-walc'h ar mont ha dont a girri-tan da chom hep krouiñ hentoù-tizh. E fin ar bloavezhioù 1960 e oa Breizh ar rannvro nemeti e Frañs ne gonte kilometr ebet a hentoù-tizh. Deuet e oa an traoù da vezañ diaes evit ekonomiezh ar vro, evit ar beizanted hag ar besketaerien dreist-holl, kar amzer a golle ar c'hirri-samm abalamour da gammdroioù ar rouedad hentoù hag abalamour d'ar stoufoù. Keroc'h e kouste kas marc'hadourezh neuze, dreist-holl evit mont betek ar marc'had a interest broadel (MIB) e Rungis e-keñver embregerezhioù all eus su Frañs peotramant eus ar Beneluks. An embregerezhioù a glaske mont da Vreizh a ranke chom hep ober abalamour d'ar prizioù.

Heñvel e oa an traoù gant an hentoù-houarn. Hent Pariz - Ar Mañs hepken a oa bet tredanaet a-raok an Eil Brezel-bed. Gounezet e voe gant ar Vretoned avat ez aje an tredanaat-se betek Roazhon e 1962, goude leun a vanifestadegoù kaset gant al labourerien-douar (Alexis Gourvennec) hag ar besketaerien.

Promesaoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Steuñv hentoù Breizh" a oa bet savet diwar Chema-sturiañ Su Penn-ar-Bed, roet gant ministrerezh an akipamant da Gomite Astenn Kerne (CECOR) ha d'ar saverien-kêr Jean Le Couteur et Jean Le Berre e 1966[1],[2].

Goude ar gwask lakaet gant dilennidi Breizh aozet e Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh e voe kemeret un diviz kentañ gant ar gouarnamant e-pad Komite etre-ministrerezhioù aozañ an tiriad d'an 9 a viz Here 1968. Programmañ a reer krouidigezh hentoù pevar-hent digoust, ar pezh a vezo an hentoù-tizh, un dro-lavar ne oa ket implijet d'ar mare-se :

1 000 km a hentoù da sevel a-nevez neuze.

En e brezegenn e Kemper d'an 2 a viz C'hwevrer 1969 en doa kadarnaat ha ledanaet ar Prezidant de Gaulle ar muzulioù divizet gant KEAT ha prometet dienkadur Breizh dre an hentoù.

Prometet e voe e vije digoust ar rouedad hentoù da glask kempouezañ koll pellder Breizh e-keñver Bro-C'hall hag Europa — an Torosad Kreiz hepken a c'hellas kaout ur splet heñvel, evit abegoù aozañ an tiriad c'hoazh. Hervez ur vojenn adkontet gant PRH Cofiroute Pierre Coppey a felle dezhañ lakaat ur gwir-treizh e fin ar bloavezhioù 2000 en doa asantet de Gaulle e chomje digoust an hentoù abalamour d'ur privilaj gounezet gant Anna Breizh, he doa "gounezet e vije lamet ar c'hustum, met marvet e oa e 1514 hep kaout ar gwir-se da viken". En gwirionez, kevratoù-eured Anna Breizh hag edizh Plessis-Macé e 1532 a wareze gwirioù ha privilajoù da Vreizh, met ne oa ger ebet diwar-benn ar gwirioù-treizh (anvet "<i>tonlieux</i>") ha chomet e oa ar c'hustumoù e plas betek 1943[3].

Ar Stad he doa roet he ger he dije kemeret en he c'harg ar braz eus koust ar raktres, istimet da 800 milion a lurioù. E 1969 hag e 1970 e voe postet 200 milion a lurioù bep bloaz da gas al labourioù war-raok.

Da glokaat ar steuñv e vije bet tredanaet an hentoù-houarn etre Roazhon ha Brest hag etre Roazhon, ouzhpenn Naoned, betek Kemper ha savet e vije ur porzh-mor don e Rosko da wellaat ar mont-dont etre Breizh hag an Iniz Predenek (da sikour dreist-holl al labourerien-douar vreizhat da vont betek ar marc'had saoz). Gant an diviz-mañ e voe gellet krouiñ Brittany Ferries a liamme Rosko ha Plymouth da gentañ, a-raok liesaat e liammoù da c'houde.

Lakaat e plas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar goulenn an dilennidi lec'hel e voe divizet, 27 a viz Here 1970 dirak Komision diorren ekonomikel ar rannvro (CODER), gant ministr an Akipamant lakaat liammoù ouzhpenn ar programm :

Klokaet evel-se e ra ar rouedad 1300 km a hentoù, gant ur mil bennak e 2 x 2 hent.

E 1975 e teuas goulenn ar gwir-treizhañ en-dro gant an embregerezh Cofiroute a oa bet roet dezhi ar gwir d'ober war-dro al lodenn Ar Mañs-Roazhon eus an A 81, hag a felle dezhi lakaat an dud da beañ ur gwir-treizhañ betek Roazhon. Divizet e voe e oa echu an aotreadur war marzhioù Breizh, a-raok bevennoù departamant Mayenne, alesa ar peaj e La Gravelle. Savet e voe da c'houde an hent-tizh Roazhon-Caen, ul lodenn eus hent-tizh an aberioù, gant ar Stad evit e bolitikerezh aozañ an tiriad ha dibeaj eo.

Diviz berziñ an hentoù tri hent evit abegoù surentez en doa kaset ar galloudoù publik da lakaat an ahel-kreiz (HV 164) da bevar hent, met gant un dale bras. Ne oa ket peurechu al labourioù e 2022 c'hoazh. Dre ma voe uhelaet goulennoù surentez an hentoù (ar re ziwezhañ a zouj hogozik d'ar memes normoù hag an hentoù-tizh e Bro-C'hall) e voe kresket ar priz c'hoazh.

Panevet ahel Kreiz Breizh e voe echu ar brasañ eus al labourioù e 1994. An hentoù-se o doa goulennet sevel oberoù bras evel pont an Hirwazh nepell eus Brest, pont ar Mor-Bihan war ar Gwilen, pontoù Sant-Brieg pe pont ar Renk kostez Dinan (hemañ diwezhañ gant daou hent avat, un eil pont a chom da sevel).

Tamm-da-tamm e voe savet liammoù ouzhpenn d'ar rouedad pennañ :

Arc'hantaouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buan e komprened e oa is-istimet a-galz ar sammad raktreset (800 million lur) da gas an hollad labourioù prometet da benn.

Kresk ar prizioù (100 milion lur zo postet bep bloaz gant ar Stad, hep kreskiñ ar sammad da gemer ar c'hresk-se e kont avat), uhelaat ar goulennoù-surentez (an hentoù savet a rank respont d'ar c'hriteroù hentoù-tizh a oa o paouez bezañ termenet padal e raktrese ar steuñv kentañ adimplijout lodennoù eus ar rouedad kozh) hag ouzhpennadennoù hentoù a zispleg dale ar steuñv ha kresk priz ar raktres. E 1970 e voe istimet e koustje 1 800 milion a lurioù.

Abalamour d'ar c'hresk-se e voe goulennet arc'hant digant ar strollegezhioù lec'hel, met chom a rae nebeut er bloavezhioù 1970.

Er bloabezhioù 1976-1983 e voe postet 2 296 milion a lurioù gant ar Stad, ur sammad a ranker ouzhpennañ d'an 205 milion a lurioù postet gant ar strollegezhioù lec'hel (nebeutoc'h eget 10% eus sammad an arc'hantaouiñ).

Cheñchet e voe penn d'ar vazh adalek 1983 pa voe krouet ar c'huzul rannvro. Tri senario a zo bet heuliet : echuet eo bet an aheloù pennañ norzh ha su gant arc'hant ar Stad hepken ; aheloù Roazhon-Naoned, Roazhon-Sant-Maloù, Roazhon-Avranches, Kastellin-Montauban, Ploermael-Gwened a voe paet an hanter gant ar Stad hag an hanter all gant ar strollegezhioù lec'hel ; er fin, war al lodenn ROazhon-An Oriant eo bet kemeret 30% e-karg gant ar c'huzul-rannvro.

E-pad ar bloavzhioù 1984-1992 e oa aet an traoù wa-raok dre 630 million lur bep bloaz, dre vras, an 2/3 e-karg ar Stad, hag 1/3 e-karg ar strollegezhioù lec'hel.

E fin ar gont en deus koustet ar steuñv 10 045 milion lur (2 740 lur gant talvoudegezh 1970) pa oa bet raktreset 800 milion.

Ur rouedad hentoù a-galite zo e Breizh bremañ, daoust ma ne c'heller ket mont ken buan hag e Bro-C'hall (110 km/h e Breizh, 130 km/h e Bro-C'hall). Goulennet e vez alies gant embregerezhioù zo tremen d'ar memes statud hag hentoù-tizh Bro-C'hall da uhelaat an tizh, o telc'her dugoustded ar rouedad, met goulenn a raje labourioù ouzhpenn ha tennañ ur bern hentoù-eskemm evit abegoù surentez. An hentoù-eskemm zo un ostilh galloudus-kenañ da aozañ an tiriad avat ha sikouret e vez kalz ar c'hêrioù bihan ganto. Riskloù a vije e vije enchadet ar c'hêrioù-se adarre. Dilezet e voe ar raktres-se e 2014.

Tamallet e vez alies d'ar rouedad bezañ bet liesaet an takadoù greantel tro-dro d'an hentoù-eskemm-se, ur sin yec'hed evit an ekonomiezh, met un drast evit ar gweledva.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An hent pennañ en norzh a oa Sant-Brieg - Dinan - Pontorson betek-henn a za da v-Brest - Sant-Brieg - Roazhon - Laval neuze.
  1. Le CECOR, reportaj gant Edith Remon, Bretagne Actualités, Collection ORTF, kazetenn-dele an 19 a viz Meurzh 1968 (INA).
  2. Le plan routier breton, INA, 4 a viz Here 1972.
  3. « Des autoroutes qui seraient payantes en Bretagne ! », Agence Bretagne Presse, 24 a viz Ebrel 2008.

Gwelet ouzhpenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù ha levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Troet eo bet ar pennad-se diwar ar galleg dre an ostilh-grafek "treiñ".

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.