Mont d’an endalc’had

Louison Bobet

Eus Wikipedia
Louison Bobet
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Bro sportFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouison Bobet Kemmañ
Anv ganedigezhLouis Bobet Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhBobet Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Meurzh 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Meven Kemmañ
Deiziad ar marv13 Meurzh 1983 Kemmañ
Lec'h ar marvBiarritz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhSant-Meven Kemmañ
Breur pe c'hoarJean Bobet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermarc'hhouarner, ezel eus ar Rezistañs c'hall, sportour Kemmañ
Lec'h annezFontenay-sous-Bois Kemmañ
Ezel ar skipailh sportBottecchia, Mercier, Ignis, Margnat-Paloma-Inuri Kemmañ
Sportmarc'hhouarnerezh war an hent Kemmañ
Diskiblezh sport pleustret er c'hevezadegoùmarc'hhouarnerezh war an hent Kemmañ
Prizioù resevetChampion des champions français de L'Équipe, Champion des champions français de L'Équipe, Order of Glory Kemmañ

Louis Bobet, a veze graet Louison Bobet anezhañ, zo ur marc'hhouarner breizhat ganet d'an 12 a viz Meurzh 1925 e Sant-Meven, en Il-ha-Gwilen, ha marvet d’an 13 a viz Meurzh 1983 e Miarritze, en Iparralde (Euskal Herria). Brudet eo evel ar Breizhad ha Gall kentañ a c'hounezas Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn teir gwech.

Louison Bobet a oa deskard bouloñjer e ti e dad pa oa yaouank. Mont a rae alies da gas bara da di an dud war e varc’h-houarn.

War ar vicher a varc’hhouarner e oa bet adalek 1947 betek 1961. 122 redadeg war varc'h-houarn en doa gounezet er bloavezhioù-se. Ouzhpenn bezañ bet ezel eus skipailh Frañs da-geñver Tro Bro-C'hall pe Kampionadoù ar bed e voe ezel eus meur a skipailh : « Stella » adalek 1948 betek 1955, « Mercier » adalek 1955 betek 1960 ha da echuiñ « Ignis » e 1961.

E vreur Jean Bobet a voe reder ur pennad gantañ ivez.

Paouez a reas gant e vicher d'an 10 a viz Eost 1962. Da c'houde e cheñchas micher penn-da-benn hag ijinañ a reas ur meizad yec'hed-dudi dre grouiñ ar greizenn vorvezegiezh kentañ e Kiberen. E Miarritze e krouas un eil kreizenn war-lerc'h.

D'ar 27 a viz Gouhere 1967ec'h euredas da Marie-Josette Laroche e Tredion.

Ezelañ a reas d'an RPR ha kuzulier e voe e Kiberen. Troet e oa gant sturiañ kirri-nij, prenañ a reas ur Beechcraft, ha div wech e treuzas gantañ ar Meurvor Atlantel, gant e vab Philippe, aersturier a vicher.

Louison Bobet e 1951.
  • Champion des champions français L'Equipe: 1953, 1954
  • Tournamant Desgrange-Colombo: 1951 (2e: 1953, 1955; 3e: 1954)
  • Tournamant Sédis: 1951, 1952, 1953, 1954, 1955
  • Trofe Edmond Gentil (taol-kaer ar bloaz evit a sell ar marc’hhouarnerezh): 1954
  • Anvet e voe marc'heg al Lejion a enor pa baouezas gant e vicher
  • Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn : 1953, 1954, 1955 (3e plas : 1950)
  • Kampion ar bed marc’hhouarnerezh war hent : 1954 (2e plas: 1957, 1958)
  • Kampionadoù Frañs marc’hhouarnerezh war hent : 1950, 1951 (2e: 1955; 3e plas: 1953, 1956)
  • Kampionad Frañs amatourien: 1946
  • Pariz-Roubaix : 1956 (2l plas: 1951; 3e plas: 1955)
  • Bourdel-Pariz : 1959 (2l plas: 1961; 4e plas: 1960)
  • Milano-San Remo : 1951
  • Tro Lombardia : 1951
  • Tro Flandrez : 1955
  • Pariz-Nisa : 1952 (Pariz-Côte d'Azur)
  • Kriteriom Dauphiné Libéré : 1955
  • Grand prix des Nations : 1952
  • Circuit des Boucles de la Seine : 1947 (2e plas: 1956)
  • Critérium des As : 1949, 1950, 1953, 1954 (2l plas: 1952; 3e plas: 1957, 1959)
  • Critérium National : 1951, 1952 (2l plas: 1957)
  • Genova-Nisa : 1957
  • Roma-Napoli Roma : 1959, 1960 (a-dreñv marc’h-tan: Priz Meur Marc’htanerezh Roma) (3e plas: 1950)
  • Roma-Palermo : 1960
  • Tro Luksembourg : 1955
  • Tro ar C’hornôg : 1949
  • Tro Penn-ar-Bed: 1947
  • Circuit du Mont-Blanc: 1946, 1956
  • Amredad ar Stêr-Aon: 1949, 1953 (2e: 1959; 3e plas: 1958)
  • Amredad Treger: 1955
  • Circuit de la Grande Combe: 1955
  • Circuit des Remparts de Boulogne: 1960
  • Bol d'Or des Monédières: 1954 (2l plas: 1957)
  • Roue d'Or de Daumesnil: 1955, 1959 (2l plas: 1954, 1957, 1958)
  • Grand Prix de l'Equipe (a-benn d’an eur): 1948 (gant Dupuy ha Mahé)
  • Grand Prix de l'Echo d'Alger: 1950 (2e: 1954)
  • Grand Prix du Locle: 1951
  • Grand Prix d'Esperaza: 1954
  • Grand Prix de Saint-Raphaël: 1955
  • Grand Prix de Nice: 1961
  • 12 gwech e voe trec’h e Tro Frañs - 34 devezh gant ar roched melen
  • 1 wech e voe gwellañ pigner Tro Frañs : 1950
  • 2 dennad a voe gounezet gantañ e Tro Italia
  • 1 wech e voe gwellañ pigner Tro Italia : 1957
  • 2l plas e Tro Italia : 1957
  • 2l plas e Pariz-Teurgn : 1954, 1957 (3e plas: 1956)
  • 2l plas e Midi-Libre : 1952
  • 2l plas e Pariz-Camembert : 1956
  • 2l plas e Trofe Baracchi : 1954 (gant Jacques Anquetil) (5vet plas e1959 gant Fausto Coppi)
  • 2l plas e Marseille-Nice: 1956
  • 2l plas e Grand Prix de l'Echo d'Oran: 1950 (3e plas: 1951, 1955)
  • 2l plas e Grand Prix des Alliés: 1954
  • 2l plas e Grand Prix d'Europe: 1954
  • 2l plas e Grand Prix de Monaco: 1957
  • 2l plas e Circuit de l'Indre: 1951
  • 2l plas e Roue d'Or e Daumesnil: 1954
  • 2l plas en Omnium ar sammgarrerrien e Parc des Princes: 1954
  • 2l plas e Trofe Constant Ockers: 1957
  • 2l plas e Six-Jours de Paris: 1957

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troioù Italia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean Bobet, Louison Bobet. Une vélobiographie, embannadurioù Gallimard, dastumad « L'Air du temps », 1958 (Adembannet gant La Table ronde, dastumad « La Petite Vermillon », e 2003)

(fr) Mirdi Louison Bobet