Rap

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.


Ar rap a zo un doare da zibunañ pozioù en ur ganañ pe lavarout anezhe hag en ur bouezañ war darn anezhe. Rap a vez lavaret ivez eus ur seurt sonerezh a implij an doare-mañ da ganañ, hag en deus ur plas bras e-barzh al luskad sevenadurel hip hop.

Istor ar rap[kemmañ]

Er Stadoù-Unanet[kemmañ]

Ar "spoken word" e oa ar gourdad tostañ d'ar rap. Erruet e oa er Stadoù-Unanet e penn kentañ ar bloavezhioù 70. Un doare sonerezh eo ar rap, ganet eo e-barzh ar ghettoioù amerikan du, en amzer ar Panterenned Du (Black Panthers). Da gentañ e oa anvet "Mc-ing" al lodennoù rapet. E 1979 "Rapper's Delight", gant ar strollad Sugarhill Gang, a voe ar c'hentañ kanaouenn rap brudet-kenañ er bed.

E Bro-C'hall[kemmañ]

E fin ar bloavezhioù 80 e erru er skinwell ar c'hentañ Freestylioù NTM, Assassin, MC Solaar da skouer.

Deuet eo ar rap da vezañ pouezus er bloavezh 1984 e Bro C'hall pa oa skignet war ar radio hag ar skinwel. Da skouer war TF1 an abadenn H.I.P H.O.P kinniget gant Sidney.

Ar ganerien o klemm, diwar ar bannlevioù, o deus ur pennvad bras e kreiz ar bloavezhioù 90. Diskleriañ a raent en o c'hanaouennoù ar stad buhez, hini an endro ha menozhioù ar vro. Ar rap eo ar c'hentañ stumm sonerezh o komz diwar ar bannlevioù. E pennvad a ra ur gwir anadenn eus ar gevredigezh : yaouankiz ar bannlevioù a zizolo en-dro ar blijadur da c'hoari gant ar yezh, dorloiñ ar gerioù, ar sonioù hag ar sterioù. Ar rap a zeu da vezañ un nor war an tu mat hag ar bruderezh.

Ar rap gallek eo ur red sonerezh a teu eus ar rap amerikan gant ar yaouankiz gall. Ar rap gallek a zo c'hoazh maget gant an hini en tu-hont d'ar mor atlantel, kregiñ a ra ar rap gall da denzeañ e personelezh dezhañ. Hoskellat etre klemmoù taer pe sokio-politik. Burutellañ a ra tudoù a ra war dro ar mediastizañ ha kenwers ar rap. Soñjal a ro dezho eo bet cheñchet ar rap gant an arc'hant. Deuet eo ar rap da vezañ ur sonerezh brudet-kenañ awenet eo bet kalz obererion sonerezh filmoù ha klasel evel Steve Reich.

E Breizh[kemmañ]

e galleg[kemmañ]

e brezhoneg[kemmañ]

E Breizh ez eus ur c'haner rap, Iwan B.. Ganet eo bet Iwan Benead e Lilas (rannvro Pariz) d'an 2 a viz Here 1984. Mab ur soner a vicher. En deus kroget da studiañ ar piano hag ar solferezh da 5 bloaz. Da 9 vloaz e tag gant ar studioù e skol ar sonerezh e Pariz. Da 18 bloaz, goude bezañ bet vachelouriezh , en deus lakaet en e soñdont da vezañ soner. E 2004 e oa diplomet gant ar skol privez Alta. E 2007 en deus paket diplom an trede kelc'hiad er skol sonerezh. Evel pianiour en deus heuliet kanerien ha soner evel ar "7 Lézards", "Baiser Salé" pe "New Morning". E 2003 e tiviz deskiñ brezhoneg. Ober a ra kananouennoù rap. Hiriv an deiz e kendalc'h c'hoazh gant e studioù war ar sonerezh. Aozet en deus ur bladenn gentañ dindan e anv arzour Iwan B. D'an 31 a viz Mae 2007 e Raozhon en deus digaset trede priz dazont ar brezhoneg e rummad an hiniennoù. Daou zevezh war-lerc'h e Karaez ez oa aet gantañ an taol-lañs kentañ aozet e-keñver " Dervezh ar Brezhoneg".

Stiloù disheñvel[kemmañ]

Kalz doareoù rap a zo da skouer : ar rap gwregel, n'en deus ket ur plas bras e bed ar rap evit ar merc'hed. Ur bed e lec'h ne 'z eus plas nemet evit ar baotred eo. Gant gwellidigezh ar merc'hed er rap ez eus bet temoù nevez evel ar palforioù, plas ar merc'hed er bannlevioù pe c'hoazh ar feulster etre priedoù. Met gwelet e vez c'hoazh ar rap gwregel evel un doare sonerezh tost ouzh ar ganaouenn.

Bez e eus ivez ar rap "Bling bling". An drouganv-se a zeu eus onomatopenn trouz ar chadennoù aour gwisket gant ar ganerien. Ar rap-se a zo troet war zu an arc'hant. E sonennoù a gas en-dro d'ar Gangsta Rap eus Kornog ar Stadoù-Unanet. ur c'haner evel Booba a vez gwelet evel skouer an doare rap-se, war al linenn-se ez eus La Fouine, pe c'hoazh Dabaaz.

Ar rap Hardcore: live ar c'homzoù a zo diazoc'h. Komz a ra alies eus ar re yaouank er bannlevioù. Ne vez ket skignet re ar rap Hardcore en tier disk bras, diorret oc'h dindan stumm kasedoù mesket pe albomoù straet enrollet e-barzh studioioù eeun. Ar c'hanerien-se n'int ket a-du gant ar sistemm sokial hag ekonomikel, ha kanet e vez ganto an traoù-se gant pozeñ feulz tre a wechoù. Peurgetketa raos gant ar polis hag un nebeut personelezhioù politikel. Kavet e vez er renk-se kanerien evel: Alibi Montana, Alpha 5.20, LIM, Sefuv, 113, NTM, Larsen, ... Ar rap eo ur stil sonerezh a harp ar c'han gant komzoù pouezet war ul lusk morzholiet. Ur c'haner rap a gan evit lavar ar pez a soñj.

Hiriv an deiz ar rap en deus kollet e nerzh un tammig, peogwir ar mennozh kentañ e oa aotreiñ, ha reiñ ur chañs d'ar re yaouank da lavarout ar pezh a soñjent. Met gant ar c'hontrollerzh n'eus ket droad da lavarout tout ar pezh o deus c'hoant hep riskañ un amandenn, evel evit ar strollad NTM: peogwir o doa lavaret traoù, en ur ganaouenn, war ar gouarnamant int bet toullbac'het.