Mont d’an endalc’had

Luv Resval

Eus Wikipedia

Léo Lesage, lesanvet Luv Resval, a zo ur rapour ganet d'an 6 a viz Genver 1998 e bro Ginea. Marvet eo d'an 21 a viz Here 2022, 24 bloaz en d'oa, e Mennecy e Frañs da-heul ur barrad berranal spontus.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da 6 vloaz e kuitaas Ginea gant e familh evit mont da chom e Mennecy. Ur vuhez familh boutin en devoa gant ur vamm o labourat e-barzh ar pretioù hag un tad o werzhañ tiez. Kresket en deus gant tri breur yaouankan.

Red micher arzel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2017, e embannas e raktres sonerezh kentañ anvet Young Life. E 2018 e teuas er-maez un heuliad freestyle anvet Y, kregiñ a reas neuze da vezañ anavezet zoken gant an hini brasañ kanerien an aendro evel Alkapote, ur rapour brudet kenañ. Plijet e oa Luv Resval gant an arzour-se hag er memes bloav kerkent e embannas an daou arzour ar sonadeg Cadran asambles. Goude ar sonerezh graet asambles gant an daou arzhourien, uUr gwir paeroniezh zo bet krouet e-giz-se. Ar gevrat sinet gantañ e 2019 gant an ti-embann sonerezh Awa a roio lañns d'e red-micher soner.

Kenlabour ha temoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en devoa ar sonerezh war SoundCloud evel kalz rapourien all d'ar c'houlz-se. Da vare ar skolaj e voe levezonet gant rapourien gangsta, tagus a-walc'h (da skouer Booba, La Fouine) ha gant strolladoù an XXvet kantved evel Iam, pe 1,9,9,5. Meskañ a rae Luv Resval oa o meskan an daou doare rap-mañ. Entanet e oa ivez gant Star Wars, setu perak e c'heller kavout ur bern daveoù d’an oberennoù-se e-barzh e kganaouennoù.

Adalek 2020 ha 2021, e kenlabourast a ra Luv Resval muioc'h-muiañn gant arzourien vrudet evel Caballero, Jean Jass ha Freeze Corleone. Embann a reas Luv Resval e albom studio kentañ titlet Etoile Noire. Temoù e ganaouennoù a zo teñval-tre[1] gant komzoù rust. Komz a reont atav eus drammoù, maouezed ha soñjoù trist ha glac’harus ha tenval.

Marvet da 24 bloaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamm-ha-tamm e voez gwelet yec'hed Luv Resval o vreinañ. Pa a roe sonadegoù war Instragram e oa posubl gwelout anezhañn tost d’ar gourhun abalamour d'an drammoù a gemere.

Etre an 20 hag an 21 a mviz Here 2022 eo marvet Luv Resval eus ur barrad berranal spontus. Pevar bloaz warn-ugent e oa, hag hervez Télérama en doa prouet e oa e-touez gratausañ arzourien Bro-C'hall. Luv Resval a laosk ur skeudenn eus ur rapour gant barregezhioù spontus met ivez hini un den teñnval.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Décès du rappeur Luv Resval, Le Parisien, 23 a viz Here 2022.