Hip hop
Iskevrennad eus | sonerezh poblek |
---|---|
Rann eus | hip hop culture |
Deiziad krouiñ | 11 Eos 1973 |
Anv er yezh a orin | Hip-hop |
Den heverk | DJ Kool Herc, Afrika Bambaataa, Grandmaster Flash |
Diazezet war | African-American music |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Pleustret gant | hip hop musician |
Ul luskad sevenadurel hag arzel eo an hip hop, deuet war wel er bloavezhioù 1970 er South Bronx e New York.
Pa gomzer eus hip hop e vez alies anv eus ar sonerezh hip hop, met n'eo ket nemet an dra-mañ, meur a zoare arz a zo estregeti e-barzh ar sevenadur-mañ : an dañs (breakdance), ar grafiti, an deejaying (disk-jockey), hag elfennoù all c'hoazh. Tennañ a ra an hip hop e orin eus ghettoioù du New York. Ledañ a reas er vro a-bezh hag er bed betek dont da vezañ bremañ ur sevenadur kêr a-bouezh.
Ar sonerezh hip hop a vez alies anvet rap, met ar rap a zo un doare da ganañ en ur pouezhañ war ar gerioù, gizh ar MCing. Ar sonerezh hip hop a zo stummoù liesseurt enni : "beatoù" an DJ (Disc Jockey), pe ritmoù an MC (Master of Ceremony), a zo graet slam anezho. Kaoz zo eus "sonerezh hip-hop" pa reer gant un DJ pe ur beatboxer hag unan pe meur a MC.
Tout an doareoù arz-mañ a oa anezho a-raok an hip hop met un dro-spered a ziwanas anezho, dibar e godoù : ur filozofiezh, emzalc'hioù, ar stil d'en em wiskañ, sevenadurioù kêr.