Micronologie

Eus Wikipedia
Micronologie
Bro orin Breizh Breizh
Doare(où) Hip hop, rap, rhythm and blues, soul, funk, jazz
Benveg(où) mouezh
Bloavezhioù oberiant abaoe 2005
Label(ioù) BLV, Wikkid Records

Izili MC's K.Oni, Safirius, Casta, DJ Sambal

Micronologie zo ur strollad hip hop breizhat genidik eus Roazhon. Savet e oa bet e 2005 gant e izili, ar MC's K.Oni, Safirius, Casta hag an DJ Sambal. Awenet eo o stil gant ar rhythm and blues, ar soul, ar funk hag ar jazz. Permone eo pempvet ezel ar strollad, ur beatmaker eus ar stroll Drum Brothers. Dibradañ a reont Tal-lañs an Erer Kozh e 2008[1],[2].

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet Micronologie e Roazhon. Ur berradur eus « microphone » ha « chronologie » eo o anv[3]. Maget int bet gant al luskad « Native Tongue » en hip hop stadunanat (A Tribe Called Quest, Jungle Brothers, De la Soul) ha gant leurenn c'hall dibenn ar bloavezhioù 1990, da skouer Sages poètes de la rue, Saïan Supa Crew ha Scred Connexion.

Goude o albom kentañ Éponyme embannet e Roazhon e 2005 hag un EP c'hwec'h titl e miz Du 2007 e kemeront perzh en Transmusicales e 2007. Met sachañ a reont an evezh dreist-holl o tibradañ taol-lañs Gouel an Erer Kozh e 2008[4]. War-lerc'h e teu er-maez ur bladenn all, Art Rythme éthique d'ar 17 a viz Ebrel 2009. Dibabet eo ar strollad er printemps de Bourges 2010 evel "dizoloadenn hip hop"[5]. Embann a reont ar vinil 3 titl "Tubes à Essais" e miz Meurzh 2011[6].

Kinniget e vez ganto klipoù digent war internet, savet gant Damien Stein peurliesañ.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2005 : Éponyme
  • 2007 : Eux = M.c's2 (EP, prod. SoulSquare)
  • 2009 : Art rythme éthique
  • 2011 : Tubes à essais (EP)
  • 2014 : Équations verbales

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Les Jeunes Charrues en Concert 2010, Teuliad kazetennel, p. 3 : « et Micronologie (programmé au Printemps de Bourges 2010) qui jouissent aujourd’hui d’une renommée nationale. »
  2. Patrom:Lien web.
  3. Patrom:Lien web.
  4. Pajenn Erer Kozh 08, xyzcom.fr, (gwelet d'ar 25 a viz Meurzh 2014).
  5. Micronologie - Les DécouvertHip Hop du Printemps de Bourges et de la Fnac, edition2010.printemps-bourges.com, (gwelet d'ar 25 a viz Meurzh 2014).
  6. Micronologie Tubes A Essais, war echosduhiphop.com

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]