Mont d’an endalc’had

Iwan B

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iwan B.)
Iwan B
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIwan B Kemmañ
Anv-bihanIwan Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Her 1984 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLes Lilas Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkaner Kemmañ
Benveg sonerezhacoustic guitar, mouezh Kemmañ
Tachennsonerezh pop Kemmañ
Levezonet gantsonerezh rock Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.iwanb.com Kemmañ
Iwan B en Oriant, 2008

Iwan Benoist, anavezet ivez evel Iwan Benead, pe Iwan B, ganet el Lilas (Enez-Frañs) d'an 2 a viz Here 1984, zo ur c'haner hip hop brezhonek.

Mab eo d'ar gitarour Bernard Benoist. Krog e oa da studiañ ar piano hag ar solfadurezh da 5 bloaz. Da 9 bloaz e stagas gant ar studioù e skol ar sonerezh e Pariz. Da 18 vloaz, goude bezañ tapet e vachelouriezh, en doa lakaet en e soñj dont da vezañ soner. E 2003 e tivizas deskiñ brezhoneg. E 2004 e oa diplomet gant ar skol brevez Alta. E 2007 e pakas diplom an trede kelc'hiad er skol sonerezh.

Evel pianoour en deus heuliet kanerien ha soner evel ar "7 Lézards", "Baiser Salé" pe "New Morning".

Sevel a ra kananouennoù rap e brezhoneg. Hiziv an deiz e kendalc'h c'hoazh gant e studioù war ar sonerezh. Aozet en deus ur bladenn gentañ dindan e anv arzour Iwan B. D'an 31 a viz Mae 2007 e Roazhon en deus gounezet trede Priz dazont ar brezhoneg er rummad an hiniennoù. Daou zevezh war-lerc'h e Karaez e oa aet gantañ an taol-lañs kentañ aozet da-geñver "Devezh ar Brezhoneg".

D'an 20 a viz Meurzh 2010 e teuas er-maez e bladenn gentañ anvet La Quête, Ar C'hlask.

La Quête, Ar C'hlask (2010):

  • Intro (0:20)
  • Bagad à Bagdad (4:05)
  • Le son breton (3:22)
  • Fulenn (3:20)
  • Je reviens vers toi (3:28)
  • La quête (4:34)
  • Marc'hadourien avel (3:52)
  • Ma doare (3:17)
  • Who ? (3:52)
  • Son nevez (New sound) (3:58)
  • Soñjoù gadal (3:48)
  • A day in heaven (7:04)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]