Iwan B

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iwan B en Oriant, 2008

Iwan Benoist, anavezet ivez evel Iwan Benead, pe Iwan B, ganet el Lilas (Enez-Frañs) d'an 2 a viz Here 1984, zo ur c'haner brezhonek.

Mab eo d'ar gitarour Bernard Benoist. Krog e oa da studiañ ar piano hag ar solferezh da 5 bloaz. Da 9 bloaz e stag gant ar studioù e skol ar sonerezh e Pariz. Da 18 vloaz, goude bezañ tapet e vachelouriezh, en deus lakaet en e soñj dont da vezañ soner. E 2004 e oa diplomet gant ar skol brevez Alta. E 2007 en deus paket diplom an trede kelc'hiad er skol sonerezh.

Evel pianoour en deus heuliet kanerien ha soner evel ar "7 Lézards", "Baiser Salé" pe "New Morning".

E 2003 e tiviz deskiñ brezhoneg. Ober a ra kananouennoù rap. Hiriv an deiz e kendalc'h c'hoazh gant e studioù war ar sonerezh. Aozet en deus ur bladenn gentañ dindan e anv arzour Iwan B.

D'an 31 a viz Mae 2007 e Roazhon en deus gounezet trede Priz dazont ar brezhoneg er rummad an hiniennoù. Daou zevezh war-lerc'h e Karaez e oa aet gantañ an taol-lañs kentañ aozet da-geñver "Devezh ar Brezhoneg".

D'an 20 a viz Meurzh 2010 e teuas er-maez e bladenn gentañ anvet La Quête, Ar C'hlask.

Pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

La Quête, Ar C'hlask[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Intro (0:20)
  • Bagad à Bagdad (4:05)
  • Le son breton (3:22)
  • Fulenn (3:20)
  • Je reviens vers toi (3:28)
  • La quête (4:34)
  • Marc'hadourien avel (3:52)
  • Ma doare (3:17)
  • Who ? (3:52)
  • Son nevez (New sound) (3:58)
  • Soñjoù gadal (3:48)
  • A day in heaven (7:04)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]