50 Cent

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![]() |
50 Cent (distagadur saoznek: "Fifty Cent"), Curtis James Jackson III e wir anv (ganet d'ar 6 a viz Gouere 1975 e karter Queens e New York), zo ur soner rap stadunanat, brudet dreist-holl gant e albomoù Get Rich or Die Tryin' ("Bez pinvidik pe marv o klask bezañ) ha The Massacre ("Al lazhadeg"). Gwerzhet en deus 30 milion anezho er bed a-bezh.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 6 a viz Gouere 1975 e karter Southside Queens, e-keit m'edo an dud o stourm ouzh ur barrad tommder, edo Sabrina Jackson o reiñ buhez d'he mab Curtis James Jackson III. Sabrina he deus dalc'het he bugel daoust ma'z eo aet kuit an tad. En desped d'he oad a 15 vloaz, Sabrina a zo ur plac'h a benn. Daoust dezhi bezañ kalonek-tre, kompren a ra buan ne c'hell ket derc'hel he bugel ha kenderc'hel da werzhañ crack. Kavout a ra gwelloc'h dilojañ ha reiñ he babig d'he zud.
Goude-se ez eo aet Curtis da zealer d'e dro. Kroget en deus gant ar rap p'en deus kejet ouzh Jam Master Jay. An daou zen-se o deus sinet ur gevrat evit ma c'hellfe Curtis dont da ganañ er studio p'en devoa c'hoant. Dibabet en deus al lezanv 50 cent e koun an torfedour Kevin "50 Cent" Martin hag a oa brudet e Brooklyn er bloavezhioù 1980.
50 cent a zo deuet brud dezhañ dre Eminem, hag en deus bet diouztu c'hoant da labourat gantañ p'en deus gwelet anezhañ war leurenn ar film 8 mile. Estreget mignoned en deus 50 cent e touez ar sonerien rap.
Hiziv an deiz ez eo deuet Curtis da vezañ ur gwir businessman gant e verk dilhad, montr, botoù hag all.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2000 : Power of the Dollar
- 2003 : Get Rich or Die Tryin'
- 2005 : The Massacre
- 2007 : Bulletproof
- 2007 : Curtis
- 2009 : Before I Self Destruct
- 2014 : Animal Ambition
- 2012 : 5 (Murder by Numbers)
- 2016 : Street King Immortal