Mont d’an endalc’had

Banniel ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Banniel ar Stadoù-Unanet
Banniel Stadoù-Unanet Amerika
Kenfeurioù 10:19
Kod bannielouriezh

Banniel douar ha mor

Anv, lesanv Stars and Stripes
The Star-Spangled Banner
Old Glory
Red, White and Blue
Staliadur 14/06/1777 (diazez)
04/07/1960 (bremañ)
Livioù
  • ██ ruz P193C
  • ██ gwenn
  • ██ glas P281C
  • Banniel Stadoù-Unanet Amerika (The American Flag e saozneg), lesanvet Stars and Stripes “stered ha bandennoù”, Old Glory “gloar kozh”, ha The Star-Spangled Banner, ar “banniel steredennaouet") zo warnañ, er c'honk, 50 steredenn evit pep hini eus an 50 stad zo er vro, ha trizek bandenn a-led, ruz ha gwenn a bep eil, da zegas soñj eus an 13 stad a savas ar vro.

    Kemmet e vez an niver a steredennoù er c'honk hervez an niver a stadoù ezel. Niver ar bandennoù a van digemm avat, evit degas da soñj eus an 13 stad kentañ en em unanas evit sevel ar vro nevez.

    Er penn kentañ ne oa eta nemet 13 steredenn ha 13 bandenn. Ne oa urzh ebet merket evit an 13 steredenn hag a bep seurt tresadennoù a c'hallent ober (steredennoù lakaet a-gelc'h, da skouer).


    Ur skouer eus ar banniel kentañ
    gant 13 bandenn ha 13 steredenn
    Unan eus skeudennoù brudetañ banniel ar Stadoù-Unanet,
    pa oa bet gwintet en Iwo Jima e-kerzh an Eil Brezel-bed
    (amañ war un timbr)

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.