Mont d’an endalc’had

Aerborzh Naoned

Eus Wikipedia
Aerborzh Naoned gwelet diwar-nij.

Emañ Aerborzh Naoned (Aéroport de Nantes Atlantique) etre Kervegon ha Sant-Enion-al-Lenn-Veur, er su d'al Liger, tost da gêr Naoned. Aerborzh brasañ Breizh eo, gant 4 778 967 a veajourien e 2016[1].

Un aerborzh milourel bet staliet e 1928 e voe an hini gentañ war al lec'h. E 1936 e voe savet en he c'hichen ul labouradeg nijerezioù-brezel fardet gant an SNCAO (Société Nationale de Constructions Aéronautiques de l'Ouest).
E deroù an Eil Brezel-bed e voe implijet gant ar Royal Air Force a-raok bezañ kemeret gant al Luftwaffe[2].
D'an aerlu gall e tistroas goude ar brezel, hag adsavet e voe al labouradeg. Eno e voe kenderc'het tammoù eus an nijerez-vrezel SNCASO SO-4050 Vautour hag eus an aerlinenner Sud-Aviation SE 210 Caravelle, kent labourat evit Airbus. Adalek 1951 e voe aerlinennoù nann-soudard o loc'hañ eus aerborzh Naoned.


Gwelout ar reked kriz hag an daveoù war Wikidata.


Kaoz a zo da zilec'hiañ Aerborzh Naoned d'ul lec'h all, Kernitron-al-Lann, met bec'h a zo en-dro d'ar raktres-se.