Nil Caouissin

Eus Wikipedia

Nil Caouissin, ganet d'an 9 a viz Ebrel 1991 e Pariz, zo ur politikour eus an UDB, ha kelenner istor-geografiezh ha brezhoneg en deskadurezh-Stad.

Desavet eo bet e Pariz. Deuet eo da Vreizh da studiañ e Roazhon.

Mouezh-aotreet UDB e oa bet eus 2014 da 2019.

Abaoe 2021 eo kuzulier-rannvro, en tu-enep, er strollad-dilennidi Breizh a-gleiz - emrenerezh, ekologiezh, broioù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rennes saturée ? : une croissance à partager, Presses populaires de Bretagne (2019).
  • Manifeste pour un statut de résident en Bretagne, Presses populaires de Bretagne (2021).
  • Taxer les résidences secondaires? Presses populaires de Bretagne (2022).